Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 155 —

estlamet oll o velet cre ha iac’h an hini a gave dezhan a gafche maro, pe da viana dare da vervel. Trugarecat a rejot sant Joseph evel ma voa dlet hen ober, ha pephini euz al leanezed a grescaz he devosion en he genver evit tenna diganthan madoberou nevez.

Al leanez Mari ar Vizitasion, euz al leanezet Carmez divoutou, e devoue ive ar c’hras da veza renet gant sant Joseph en eur pennad beach. Pa voa iaouankig, e veve santelamant e ti he zad. Hogen Doue he galve d’ar gouent dre eun hent souezus meurbet. Digas a reas dezhi eun aoun ker bras rag ar faziou e pere e coeze, ma credaz a neuze e voa eur goal skuer evit ar vro oll. He c’honfessour ha meur a hini all a glascaz he distrei dioc’h ar zonch-ze a ioa goest d’he lacat da falgaloni e servich Doue. Ne c’heljont gounit netra varnezhi. Ober a reaz he zonch da guitat ti he zad, dindan noz, ep lavaret da zen, ha kementse, emezhi, evit tec’het diouthi he unan, mar gelle. Mont a reaz en hent, ha baleet e devoa eur penn euz an noz, pa zigouezas ganthi eun den coz, respectabl meurbet, hag a c’houlennas outhi peleac’h e zea ?

— Mont a ran, emezhi, da glask ar gouelec’h, evit tec’het diouzin va unan ha dioc’h va fec’hejou.

— It dre an hent-ma, emezhan, pe en em gollot.

Neuze e reaz eur c’helc’h en dro dezhi gant he vaz, e tiskuezas dezhi hent Palensa, hag ez eas kuit. An demezel a deuas neuze da anaout e tlie an den estren-ze beza sant Joseph, an hini en doa he scoazellet adaleg he bugaleach ; sonjal a reaz e c’hourc’hemenne dezhi mont da Balensa d’en em lacat en eur gouent. Mont a reaz eta varzu ar gær-ze. Hogen he zud pa o devoa santet an diouer anezhi, a ioa