Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 153 —

m’oc’h eat kuit, eo deut, en deus croget em dorn, hag eo deut ganhen aze bete ma em eus guelet ac’hanoc’h.

Camilla, o vouela gant laouenidigez, en em daolas d’an daoulin evit trugarecat he madoberour santel en doa great eno daou vurzud o savetei ho buez d’he niz ha dezhi.

Daou dad euz a urs sant Fransez a ioa o veachi var eul lestr tost da aodchou Flandrez. Dont a reaz eur bar amzer hag a gasaz al lestr d’ar gouelet gant tri c’hant den a ioa varnezhan. An daou dad o devoue ar chans da c’hellout cregi en eur pez planken, ha var bouez hennez en em zalc’hjont var c’horre ar mor fuloret. Hogen sonjit petra e tlie beza ho encrez, rak ne c’hellent gortos bep momet nemet beza strinket ac’hano gant an tarziou. Caer o devoa delc’her crok mad, e velent ervad e vianee ho nerz hag e rankjent discregi ep dale. Hogen an daou dad a ioa devot da sant Joseph hag en em erbede outhan calonek.

D’an trede dervez abaoue ma edont er stad scrijus-ze, var ar planken ma voant crog enhan, e veljont ar zant en he za, dindan furm eun den iaouank leun a c’hras hag a vajeste. Ho saludi a reas gant eun ear ar sevena, ar pez a gargas calonou an daou dad a laouenidigez hag a zigasas dezho eun ners burzudus. Sant Joseph en em lakeas da ober ar sturier, ho renaz a dreuz an tarziou hag ho c’hassas d’an aod.

Pa voant eat d’an douar, kenta a rejont oa en em lacat d’an daoulin evit trugarecat Doue. Neuze e trugarekejont ive an den iaouank-ze, rak ne vouient ket c’hoas piou oa, hag her pedjont da lavaret dezho he hano.