Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 149 —

c’hellent ket he barea, a rea ho zonch da droc’ha an drouk. Mes ar vam a espere eo Sant Joseph a bareje he map, hag a redas d’he chapel. Goude beza pedet eno pell amzer, ha scuillet cals a zaelou, e tistroas d’ar gear. He feden a ioa bet silaouet ; pa zigouezaz en he zi, e cavaz he bugel pare, iac’h coulz ha biscoas.

E couent santez Elizabeth, e Lyon, eul leanez hanvet Mac’harit Rigaud a goezaz euz eul leac’h huel. Al lam a voue ker stronsus, ma chomaz eno evel pa vije maro, ar goad o tont euz he ginou, euz he fri hag euz he discouarn. A bouez kemeret soursi anezhi hag he louzaoui mad, e chomaz e buez, ken diners e chomaz avad ha kement a boan benn e devoa ma ne c’helle ket harpa oc’h he fenn-vele. He anaoudegez a ioa eat ive ker fall ma ne c’helle sonjal a zevri e netra. Ar vedesinet a lavare e voa red digeri crogen he fenn. Scrija a reas pa glevas kement-se, ha dre druez outhi e voue gortozet eur pennad.

Neuze ar superiorez a lakeaz an oll leanezed da ober eun naved en henor da sant Joseph. Echu oa an naved ha ne vellea ket d’ar glanvourez, hag hiniennou euz al leanezed a c’houlennas ma en em erbedjent oc’h sant Anthelm a beder oc’h an hevelep poaniou. Mes unan anezho, hag a ioa devot bras da sant Joseph, a lavaras ne dlient ket ober an dismegans-ze d’ar patriarch santel, evel pa c’helje eur zant all caout muioc’h a c’halloud egethan da ober ar burzud a c’houlennent. En em lacat a rezer eta da bidi muioc’h mui sant Joseph, ha da ober eun eil naved a bedennou hag a binijennou. Pedennou ker caloneg a voue silaouet ; pa zonjet nebeuta, an hini glanv en em gavas pare. Ne voa den var he zro pa bareaz. En he levenez e sao euz he guele,