Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/164

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 148 —

a zo poanius meurbet. Ker braz e veze he foan avechou, ma colle he anaoudegez. Ar vedesined a grede e voa he mean re vraz evit he denna, ha ne c’hortozent nemet he maro. Al leanez, pa ne gave mui a zicour var an douar, a c’houlennas sikour euz an Env ; hag evel ma voa devot da Sant Joseph, eo outhan e c’houlennas sicour.

Lacat a reaz eur c’houris benniget en dro d’he c’horf, ha neuze e c’houlennas digant he superiorez an otre da ober ar pedennou hag ar pinijennou a garje en henor da Sant Joseph. Kement hini ive a deue d’he guelet, ho fede da unani ho fedennou gant he re. Seulvui ma pede, seulvui ma lakea pidi, seulvui ive e creske he fizians ; kement ma lavaraz eun dervez d’ar superiolez :

« Ia, va mam, parea a rin dre scoazel Sant Joseph, ep dale em guelot dieubet euz ar mean a ra kement a boan din ; her guelet a reot ». Kendelc’her a rea da bidi, ha da c’houlen beza pare. D’an 10 a viz Even 1859 e devoa eur boan gris ; ne bade ket, hag he c’hoarezed a voa red dezho he delc’her. En em erbedi a ra adarre oc’h Sant Joseph. En eun taol ec’h eanaz he foan ; ar mean a rea he foan a ioa eat kuit. Ar superiorez hag al leanezed all a voue testou euz ar burzud-ze, hag he zicouras da drugarecat he madoberour. Ar mean a ioa pounner, hag a voue staget oc’h aoter Sant Joseph. Eur medesin heretig o veza guelet ar mean-ze a rentas testeni d’ar virionez, hag a zisclerias ne devoa gallet al leanez parea nemet dre vurzud.

Ar brud euz ar burzud ma on eus comzet anezhan en em skignaz a bell, hag a roas fizians da eur vam gez e devoa eur bugel pevar bloaz dare da vervel gant drouk an douar. Ar vedesined o velet ne