Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/157

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 141 —

a felle dezho caout ho zra coustje pe goustje ; ha tud Pirous ne felle dezho discregi euz ho zenzor evit priz ebet. An hini a ioa ar voalen etre he zaouarn he roas d’ar re a c’houarne kear, hag ar re-ma, gant aoun d’he c’holl, a lakeaz ober evithi eur voest houarn, pevar alc’huez varnezhi, hag an tenzor-ze a voue laket en ti-kear da viret. Mont a rejont zoken bete gourc’hemen, a enep an hini a lavarje hano da renta ar bizaou, ma vije lamet he vadou diganthan, ha ma vije zoken laket d’ar maro.

Ar Pabet o devoue eur boan ar vrasa o clask lacat ar peoc’h etre an diou gear-ze. Sixt pevar, pehini a ioa euz a urs sant Fransez, ne c’hellas morse dont a benn d’hen ober, caer en devoue cas cannadet ha zoken Cardinaled da gear Perous.

Koulscoude evel mateu an amzer a benn a bep tra, ha zoken euz ar c’hasoniou, an amzer ivez a zoupleaz ar gasoni etre an diou gear-ma. Souplaat a reas dreist oll pa zigouezas dre chans gant tud Chiusi caout relegou ho fatronez ar Verc’hez ha merzerez santez Mustiola. Epad ma edo tud ar gear-ma en eul levenez ar vrasa abalamour d’an tenzor o doa cavet, ar Pab Innosant eiz a gemeras tro ac’hano da zougen he varnedigez ha da ziscleria evit mad e tlie goalen ar Verc’hez Vari chom e Perous.

————

Eun den pinvidic hag a voa en aferiou eleac’h ma embrege cals a arc’hant, a deuas ar maro dezhan. Kerkent e teuaz ar re a voa er memes aferiou gantha da regli ho c’hontchou. Ober a rejont kement ma zeaz an oll danvez gantho, ha ne jomas gant an intanvez nemet eun toul cambr evit en em denna enhi gant eur verc’hig e devoa. O veza eat gant he merc’h er gambr zu-ze dindan an doen er c’huec’hvet pe er seisvet astach eus eun ti bras, ne rea ar vam