Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/156

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 140 —

eun dra sacr evelse etouez braoenteziou ha fougerez.

Goude beza lavaret kementse e varvaz eun eil tro evit mont adarre d’an Env.

O velet eun hevelep burzud digouezet dirag eur bobl tud, an oll a voue estlamet, evel am eus lavaret, hag en em lakeas da henori ar voalen-ze laket etre daouarn person santez Mustiola. Neuze an oll gristenien divardro en em lakeas da zont a vanden da bidi dirag ar relek santel. Ar pelerinach hag an devosion-ze a badaz eur c’hant vloaz pe zaou, hag a vianeas nebeut ha nebeut goudeze. Er pavarzecvet cantvet an iliz ma edo ar voalen enhi o veza dare da goeza, ar voalen a voue caset e kear Chiusi ha roet da viret d’an tadou a urs sant Fransez.

Eno e chomaz epad trizek vloaz ha triugent. Hogen eun dervez e voue laeret gant eur manac’h allmand. (Evit doare an allmanted o deus bet hed ar vech biziet cam pe an dorn a grok). Ar manac’h-ma a reat Winter anezhan. Daoust pe dre zevosion, pe he dech a ioa trec’h dezhan, e sonjas laerez ar voalen ; Neuze var digarez ober eur pelerinach e Assiz, he c’hasas ganthan en hent. O tremen dre Berouz e lezaz ar bizaou eno e ti eur mignon dezhan.

Pa anavezas tud Chiusi ar c’holl o devoa great e vouent glac’haret meurbet. Cas a rejont tud euz ho fers da Rom evit en em glem euz al laeronsi-ze, ha re all da Berous da c’houlen ho relek. Ar gannaded a voue digemeret mad, mes n’o devoue netra.

O c’hortos Rom da zougen he barnedigez e voue eur brezel ar c’hrisa etre tud Perouz ha tud Chiusi.

Setu aze, e ber gomzou, histor ar voalen bresius-ze, ha penauz ez eo hirio miret hag henoret e kear Perous.

Ar vrezel-ze a badas tost da gant vloas. Tud Chiusi