Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 139 —

hag e chomaz eno ancounac’het eur pennad mad. Red e voue eur burzud evit diskuez talvoudegez ar voalen-ze.

Judith n’e devoue nemet eur mab a voue sammet gant ar maro hag hen c’hoas bugel. Enterramant ar bugel-ze a voue great gant eun lit vras.

Ar c’horf a voue caset da ilis santez Mustiola, guerc’hez ha merzerez. Tud Chiusi o deuz eun devosion vraz evit ar zantez-ze a zo he ilis vardro eul leo dioc’h kear.

Pa zouget corf ar bugel d’an douar, a veac’h e voa digouezet en ilis-ma, setu an hini maro o tont e buez, o sevel hag oc’h azeza var bord he arched. N’em eus ket afer da lavaret e voa an oll estlamet ha strafuillet o velet kementse. An ofis a eanaz, hag an oll a vodaz en dro d’ar bugel deut adarre beo. Pephini a felle dezhan ober eur goulen bennak divarbenn ar bed all-ze a belec’h ne veler nemeur den o tizrei.

Ar bugel ne respontas ket eur ger d’ar goulennou curius-ze. Setu ama avad petra a lavaras :

— Mar en deus Doue va lezet da zont adarre beo, ne ket evit rei deoc’h da anaout ar pez n’oc’h eus ket izom da c’houzout, mes evit renta servich d’am zad, ha deoc’h oll, tud Chiusi.

D’am zad e tigasin da zonch euz a zaou veu en deus great ha n’en deus ket sevenet, ha setu perak Doue en deus va lamet diganthan.

Evidoc’h-hu, tud Chiusi, it da gerc’hat din ar voest a zo braoigou va mam enhi.

Pa voa digaset ar voest, ar bugel hen digoraz, a dennaz anezhan goaleri ar Verc’hez hag hen roas da berson santez Mustiola, en eur lavaret freaz e voa hennez ar bizaou laket gant sant Joseph var biz ar Verc’hez santel deiz he eured, ha ne dliet ket lezel