Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 138 —

santel, ar voalen laket dezhi var he bez gant sant Joseph d’an deis ma vouent eureujet.

Ar voalen pe ar bizaou-ze a voa chomet en douar santel etre daouarn eur iuzev. Lignez ar iuzev-ze e devoa dalc’het mad d’ar voalen-ze, zoken goude ma voue distrujet Jeruzalem ha caset ar iuzevien ama hag ahont. Gouzout a reant da biou e voa bet, hag he c’has a reant gantho eleac’h ma zeant, petra bennak m’e devoa nebeut a dalvoudegez evitho. An oll a voar ar iuzevien a zo mirerien.

Eur iuzev eul al lignez-ze a deuas da chom da Rom vardro an decvet cantvet, hag en em lakeaz eno da ober kenvers gant arc’hant, perlez, mein prisius.

Goalen ar Verc’hez a ioa en he denzor. Hogen er mare-ze ive Hug, gouarner euz a gear Chiusi, a zemezas d’ar brinsez Judith nizez d’an Impalaer Othon trede. Judith a garie en em ficha caer, ar pez ne d’eo ket eun dra rouez etouez ar merc’hed. Cas a reas da Rom, da brena dezhi abenn he eured mein prisiuz hag a bep seurt braoenteziou, eun den hag en em anaie mad dioc’h an traou-ze.

An den-ma a reas mad he gevridi, ha dre chans e tigouezas e ti ar iuzev a ioa goalen ar Verc’hez etre he zaouarn. Hema, evit guerza hirroc’h traou all, a roaz ar voalen couls lavaret var ar marc’had, rak dirag he zaoulagad e devoa nebeut a dalvoudegez.

Setu eta ar relek santel o vont, euz a zaouarn ar marc’hadour iuzev, etre daouarn ar fougerez Judith.

Houma, evit doare, ne blijas nemeur ar voalen-ze dezhi ken nebeut ; ne c’have ket marteze skeduz avoalc’h, ha neuze ne grede ket marteze e voa hounnez goalen ar Verc’hez.

An itron-ma ta a lezaz ar voalen en he c’haset,