Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/153

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 137 —

hag en deus guelet cals traou, hag ar voalen-ze en deus guelet ive, dioc’h ma lavar, o veza bet oc’h ober eur veach er c’harter-ze. Lezomp Ian Labous he unan da goms.

« Va mignon lenner, emezhan, mar dit morse da ober tro an Itali, e venn ali deoc’h da chom eun dervez bennag en eur gear ha ne ket mez he guelet, eur gear hag a rer Perouz anezhi. Guelet a rafac’h eno, e kichen, eul loc’h glaz evel an oabl, neuze e velfac’h ilizou hag a zo enho taolennou euz ar re gaera. Dreist oll, er gatedral e velfac’h eun daolen hag a zo peintet varnezhi dimizi ar Verc’hez ha sant Joseph.

Er gear-ze ez euz eun devosion vras da vam Doue ; ar pabed o deus roet dezhi an hano a gear Itron-Varia ar Rozera, ha reketi a ran deoc’h digouezout er gear-ze deiz unan bennag a voueliou ar Verc’hez.

Caout a rafac’h an ilis veur goloet oll tro var dro a vleuniou hag a rubanou. Dreist oll chapel ar Verc’hez a zo kempennet a zoare, hag eur millier a c’houlaou var elum enhi a laca da lugerni an iliz oll. Ar bobl a vanden a zo daoulinet var bave an iliz, hag oll a eur vouez e canont Litaniou ar Verc’hez. Savit, beacher, ho taoulagad var an tabernacl a zo azioc’h an aoter. Petra zo en tabernacl-ze ker bihan ha ker striz ? Guelit-hen o tisken anezhan he unan douget gant daouarn ha ne velit ket, evel pa ve douget gant daouarn an ælez, hag o tont d’en em lacat var an aoter.

Eur chaloni, carget a gementse, a deu d’hen digeri, hag a denn anezhan eun draik dister, guenn, henvel oc’h eur mean strink. Tostait, ha goulennit digant ar c’henta deut petra eo an dra-ze a henorer eno, hag a ziskuezer dezhan kement a respet, hag e lavaro deoc’h ez eo eno goalen eured ar Verc’hez