Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 136 —

« Han ! ma pefe feiz evel houma, e c’helfez beza pareet ive eveldhi.

N’em eus ket izom da lavaret pebez laouenidigez a voue e couent Itron-Varia ar seiz cleze pa zigoueze Alina er gær. Ne ket epken tud ar gouent, mes c’hoaz an oll amezeien divar dro a felle dezho he guelet ha kemeret perz er c’hras e devoa bet. Mont a reas goudeze d’en em ziskuez d’ar medisin en devoa he louzaouet, evit rei dezhan da velet gant he zaoulagad pebez gallout ha pebez madelez e deus mam Doue.

Alina zo iac’h pesk abaoue.

————


Goalen eured ar Verc’hez Vari
————

Ar c’his d’ar goas da lacat eur voalen pe eur bizaou var bez ar vaouez, pa eureujont, a zo, evit doare, coz meurbet.

Ervez an dud gouezieg, ar c’his-ze a ioa etouez pobl Doue araok ma teuaz hor Zalver var an douar. An iliz, evel a c’houzer, ne deus ket condaonet an oll giziou e deus cavet. Ar giziou mad a ioa araog al lezen gristen, e deuz ho dalc’het ha savet pedennou evit ho bennigen hag ho sanctifia. Setu ar pez e deus great evit ar voalen a eured.

Ar voalen laket gant sant Joseph, deiz he eured, var bez ar Verc’hez glorius Vari, a zo en eur gear euz an Itali. Setu da viana petra lavar eur scrifagner a zo o ren eur gazeten c’halleg hanvet Le Clocher. Ar scrifagner-ze eo Ian Labous, eur breton, anavezet evit eur c’hristen mad, eun den a skiant, goueziec,