Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 134 —

avad rei ar gommunion dezhi ; ne allet lacat an hosti nemet dioc’h eun tu en he ginou, ha rei dezhi eur veraden zour bennag evit he lonca.

Eun uvre e devoue hag a grescaz he feiz. Dre he c’housk e velaz ar superiolez maro eun nebeut miziou a ioa. Houma a lavaras dezhi e vije pareet ma carje mont da bardona da Itron-Varia-ar-Spernen. Hogen evel ma voa goaseet dezhi, ha ma taole ar goad, ne gredjot ket e devije nerz avoalc’h evit ober ar veach-ze. Ar glanvourez ne roe peoc’h defot he c’has, o lavaret sur e vije pare.

Roet e voue dezhi-ta he goulen. Da vintin, pa zeat da ober ar veach, e c’houlennaz he dillad caera hag he boutou evit ma c’halje, emezhi, bale dereatoc’h pa vije pare. Eur boan vraz a voue oc’h he c’has d’ar c’har hanvet omnibus eleac’h ma voue laket en eur c’horn hag eur c’hoar en he c’hichen evit he delc’her var he azez. En eur vont e chenche liou dalc’h mad dre ma teue sourradou poan dezhi.

Mar doa bet poan oc’h he lacat er c’har, e voue muioc’h c’hoaz oc’h he zenna er meaz pa voue digouezet er Spernen. Ar c’hoar he dalc’he ha diou c’hoar all a ioa ganthi, a voue red dezho he dougen d’an ilis. Laket e voue var eur gador, hag ato ar c’hoar crog enhi evit he delc’her.

Beleg ar gouent a lavar an oferen hag a ro ar gommunion dezhi gant calz a boan. Ar c’hoar a roas dezhi eur veraden zour bennak tennet euz a buns an ilis.

Neuze ar glanvourez en em gavaz eun nebeut guelloc’h. Person ar Spernen a lavaraz an oferen d’he dro. Da genta e lavaraz eun dizenez, goudeze e canaz ar Salve, Regina. Eun tregont bennag a ioa en ilis.

Setu en eun taol Alina o santout an tu clanv euz