Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


MEULET RA VEZO J.-C.


I.-V. an Trapp
euz ar Melleray


An 8 a vis Gouere 1889.


Va Zad ker,

Evel ne c’houzon ket ar brezoneg, ha ma zeo scrifet ho levr er iez-ze, ne c’hellan ket dreizhon va unan saouri an traou caer a zo enhan, na barn pe gen talvoudeg int. Meulet avad evel ma zeo ho levr e lizer an aotrou Arc’hbelek, person Pontivy, hag approuvet ker mad evel ma zeo gant aotrou Eskop Guened, ez oun sur e rai d’an eneou an oll vad a c’hortozit a rafe. Ho meuli a ran da veza laket moulla al levr mad-ze, ha reketi a ran dezhan, gant bennoz an Aotrou Doue, an digemer mad a verit da gaout.

En eur vennigen al levr, va list da vennigen ive an hini en deuz he scrifet, en eur he asuri ez oun douget oll evithan en H.-Z.-J.-C.


F.-M. Eujen,

Abbad ar Melleray, vikel jeneral