Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 126 —

Karl a gemeraz he delen, a reaz eur zell truezuz oc’h imach ar Verc’hez hag en em lakeas da zini.

Piou en doa biscoas C’hoariet var eun delen en eur stad ken doanius ? Eur beleg en tu deou dezhan, ar bourreo en tu cleiz, ha peul ar grouk dirag he zaoulagad ?

Karl, Karl ! a beleac’h e teu deoc’h an toniou-ze a ia evel eur c’hleze bete gouelet ar c’halonou hag a laca an eneou da vantri ? Petra eo ar beden-ze a venn ranna ar c’halonou ?

— Avoalc’h ! avoalc’h ! a lavare ar bopl.

Karl avad ne gleve netra. He zonch a ioa e leac’h all. He galon a vize lavaret a vruzune o clevet ar zon a roe he delen dindan he viziet. Gras a c’houlenne oc’h mam Doue. He ene a c’hourene oc’h ar maro.

— Avoalc’h ! avoalc’h! a lavaraz adarre an dud.

— Sellit! a lavaraz ar manac’h a vouez huel.

Oh burzud !

Imach Mari, hag hen e mean, a zirede goustadik diou bez beraden zaelou a hed he divoc’h. An diou veraden zaelou-ze, o coeza, a deuas da veza diou berlezen gaer.

An imach a astennaz he zorn, ho destumaz, hag ho c’hinnigas d’ar bars coz.

An oll dud a voa eno en em lakeas da stracal ho daouarn.

Karl a voue digaset var zouk da gær Mayans.

An diou veraden zaelou burzuduz-ze euz ar Verc’hez a veler eno e tenzor eur chapelik dister, en eur gouent. Karl ho roas d’ar gouent-ze pa voa deut ar mare dezhan da vont euz ar bed-ma.

Guelit pe ger mad eo ar Verc’hez Santel ! Kentoc’h, eme dadou an iliz, e rafe eur burzud e kenver