Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 125 —

— Ahan ! bars coz, ne felle ket dit egentaou dont da zibri ha da efa ganeomp-ni ! Disprich a reas varnhomp ! Guell oa ganez mont da laerez imach mam Doue, an hini a zifen ar vro-ma !

D’an tan al laer ilizou !

D’ar groug, an diot coz !

Korden ar bourreo d’al laer difeiz !

Karl ne blege ket he benn evit clevet ar c’homzou dismegansus-ze : pell dioc’h eno ; dre ma tostee oc’h al leach ma tlie beza laket d’ar maro, e valee sounnoc’h hag he zell a deue da veza scleroc’h ha laouenoc’h.

Eur manac’h coz a ioa en he gichen, oc’h he zicour d'en em bourchas d’ar maro, hag o kinnigen dezhan bep en amzer ar grucifi da boket. Aliez e lavare dezhan :

— Anzavit ho pec’het, va breur, hag o pezo ar pardon anezhan.

Ar bars ne lavare ger, hag a zelle oc’h an Env.

Guelet a reat ar chapel ; ar bourreo a ioa er penn araok.

— Grit amand henorabl, va breur, eme ar manac’h coz.

Karl a zistroaz oc’h ar vanden dud a iea d’he heul.

— Clevit, pobl, ho mouez a leverer eo mouez Doue. Silaouit diveza comzou Karl, an telenner. Ar virionez am eus lavaret d’ar barner, ha mervel a ran divlam. Va ene zo leun a fizians. Va list c’hoas da vont da zaoulina dirag imach mam Doue. Va zelen din c’hoaz eun nebeut ! va zelen din. Ma na ro ket ar Verc’hez din ar pez a c’houlennin dre va diveza kan, c’hui a vruzuno va zelen hag am stago oc’h ar grouk !

— Lezomp-hen da ober he ziveza kanaouen !

— Lezomp-hen ; red eo dezhan avad hasta afo.