Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —

eun dra, en em staga oc’h ho servich ; ha setu tennet diganhen an otre da lavaret an oferen, hag ouspen oun carget a vez hag a zismegans.

Grit eta brema ar pez a zere oc’h ho carantez ; grit rei din adarre an otre d’ho servicha a zo lamet diganhen. Ma na rit ket, bezit sur me a ziscaro ar chapel-ma a ioa deoc’h hag am oa savet evidoc’h.

O comz evelse e plege he benn var an aoter, hag he glebie gant he zaelou. Kerkent setu ar vam vad o rei ar goms d’he imach, hag o lavaret dezhan dre c’hinou an imach-ze : « Na vuanekait ket, ha chomit e peoc’h, va map ker ; mes it da gaout an Arc’hescob ha lavarit dezhan e secret : Setu ama, Aotrou’n Escop, ar pez ma zoun carget da lavaret deoc’h aberz an itron a deuaz, e penn an iliz, e couent Pontigny, da c’hriat deoc’h ho silis pa voac’h nec’het avoalc’h o clask hen ober. »

O clevet ar vouez-ze, ar beleg iaouang a voue estlamet. En em lacat a ra da drugarecat mam Doue, ha neuze e red adarre da di an Arc’hescop. Evel ma c’houiet e voa bet caset ac’hano an derc’hent carget a vez, ne fellet ket he lezel da vont beteg ar prelat. Abenn eun heur, eur vikel vraz o tont euz ar palez, her c’havaz eno beuzet en he zaelou, hag o c’houzout ervad e voa divlam ha direbech, her c’hasas beteg an Escop santel. Sant Thomaz hen anavezaz, hag en em lakeas da goms brao outhan.

« Kemerit oc’h amzer, emezhan, va map ; ma vank peadra deoc’h, me ho sicouro euz a greis va c’halon, rak gouzout a ran e leverer pep mad ac’hanoc’h ; ar pez avad a fell deoc’h da gaout, ne c’hellan ket hen rei deoc’h. »

Neuze ar beleg iaouang o tostaat oc’h an Arc’hescop, a lavaras dezhan en he bart he unan : « An