Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 117 —

da veza beleg ha da c’hellout lavaret bemdez an oferen en henor d’ar Verc’hez santel. Mes o veza studiet eur pennad, hag o santout ar garantez-ze o creski c’hoaz en he galon, ne falvezas ket dezhan gortos mui, ha petra bennak n’en doa ket c’hoas descadurez avoalc’h, e reas kement dre he bedennou, ma voue beleget. Neuze, evel m’en devoa peadra, e lakeas sevel eur chapel gaer var he zouar hag eun ti e kichen eleac’h ma en em dennas gant eur c’hloareg hag eur mevel, hag e rene eno ar vuez ar santela. He amzer a dremene o rei an aluzen hag o pidi, hag e lavare bemdez gant ar brasa devosion, an oferen santel en henor d’an Itron-Varia.

Oc’h he velet o ren eur vuez ken dishenvel dioc’h ho hini, ar veleien divardro a deuas d’he damal dirag ho Arc’hescop. Pa voue galvet dirak sant Thomas, ar beleg iaouang a lavaras dioc’htu ne lavare morse nemet oferen an Itron-Varia, hag anzao a reas zoken ne vouie lavaret nemet an oferen-ze. An Escop santel a voue souezet ; consoli a reaz ar beleg iaouank guella ma c’helle ; ne gredas ket gouscoude rei dezhan an otre da gendelc’her da lavaret an oferen, abalamour n’en doa ket a voueziegez avoalc’h. « Chomit, va map, emezhan, ep lavaret an oferen, ken na viot deut gouezieg avoalc’h evit ober an oll deveriou stag oc’h ar velegiach oc’h eus resevet.

Var gementse, ar beleg iaouank, goloet a vez, a ieas d’he chapel. Eno var an aoter en doa laket eun imach d’ar Verc’hez euz eur gened dispar. Stouet dirag an imach-ze, he galon rannet gant glac’har, e lavare : « O va mam ha va mestrez vad, gouzout a rit eo evit ho servicha em eus troet kein da oll vadou ha plijadurezou ar bed. Ne c’houlennen nemet