Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 111 —

gen evit senti oc’h he vignon ez eas da bardaez da gaout he gonfessor, mes n’her c’havas ket, pe kentoc’h, re a dud a ioa e kichen he gador ha ne ellas ket caout he dro. Pa zistroaz ac’hano e voa digouezet ar voutaillad zour a c’hortoze.

Neuze e chomas c’hoaz eur pennad da argila. Erfin gouscoude en em daolas d’an daoulin da c’houlen pardon oc’h Doue ha d’en em erbedi oc’h ar Verc’hez Santel, hag o veza discarget en eur veren eur banne euz an dour burzuduz, e voalc’has gantha he zaoulagad. Kerkent e teuaz ar guelet dezhan.

Spontet e voue, en eun doare bennag, o velet he zaoulagad deut en eun taol da veza ker sclear ha biscoas. Evel guechall Moizez er goueleac’h, a scoas daou daol var ar roc’hel evit tenna dour anezhi petra bennak ne dlie skei nemet eun taol, hema ive n’en doa ket c’hoaz avoalc’h a feiz, ha petra bennak ma vele mad, en em lakeas da voalc’hi ha da asvoalc’hi he zaoulagad gant an dour burzudus.

Hogen, n’oa ket eno da lavaret nann ; deut oa ar guelet dezhan neat ha sclear. Ar pardaesvez-ze ez eaz adarre da glask ha da gaout he gonfessour evit discleria dezhan ar c’hras en doa bet digant Doue. An hini a zo digouezet ar burzud-ze gantha, eo en deuz he unan scrifet kementma. Ne lavar ket hag en em c’hreat eo catoliked he vignon protestand hag he bried ; hogen credabl eo o devezo digoret ho daoulagad d’ar virionez o velet ar burzud-ze.

Lavaret a ra c’hoas gouscoude penauz hen he unan, o veza eun dro bennak manket a feiz, ne gollas ket ar guelet evit-se ; santout a reaz avad ar memes poan evel a zante araok ma voa tenvaleet he velet, hag ar boan-ze ne deas kuit nemet pa en