Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 110 —

deg, hag evit diskuez va anaoudegez vad e tlein ren eur vuez santeloc’h evit a ran brema. »

Ha setu penauz an den-ze hag hen c’hoant dezhan da gaout ar guelet evit daoulagad he gorf, n’en doa ket a c’hoant e vije sclerijennet he ene.

Var gementse e tigouezas dezhan guelet ar mignon protestant-ze en doa he aliet da voalc’hi he zaoulagad gant dour euz a Lourd. Ar mignon-ze hag he bried a reas kement a eljont evit he lacat da zenti outho. Lavaret a reant ne voa nemet digareziou ar pez a rea aoun dezhan ; mar bije red dezhan ren eur vuez vad mar bije pareet, ne voa bet nebeutoc’h eun dever evithan hen ober ha pa jomje zoken dall ; ha pa vije pareet gant medesinet e vije dlet ato dezhan caout anaoudegez e kenver Doue, p’eo guir eo hen ato a ro vertus d’al louzeier ; kementse oll ne vire ket outhan da argila. Skuiz gouscoude o clevet rebechou he vignon, e lavaras :

— Mad, pa deui va zecretour, e lakin scrifa da berson Lourd da c’houlen eur voutaillat zour.

— Me eme he vignon, a dle beza mad avoalc’h da zecretour.

Evelse va den, evel na gave mui digarez ebet, a voue red dezhan lezer scrifa eul lizer en he hano. Al lizer eta a voue scrifet dioc’htu ha laket er post.

Ar protestand a lavare neuze d’he vignon e tlie neuze en em lacat e stad da reseo ar c’hras-ze euz an Env, da lavaret eo, ober ar pez a c’houlen ar relijion catolig evit en em lacat e gras gant Doue.

— Ha ne ve ket lavaret, eme egile, eo c’hui a ve catolig ha me protestant ?

— N’eus fors, eme he vignon, ma ven en ho leac’h, e rafen va gallout evit caout digant Doue va goulen.

Va den eta a ioa nec’het. Ne vele mui berad, ho-