Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/120

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —

a ziredaz da gaout ar bugel, ha pa zigouezaz, edo Jul o tribi an tam diveza euz he drede kuign. Escop Tarb a ioa eno ive en dervez-ze, a velaz ar bugel hag a glevas gant he dad a be clenvet scrijuz oa pareet ; an oll a rea lid ha stad d’ar potrik, en em laouenea hag a veule Doue abalamour dezhan.

Dont a reaz ive neuze sonch d’an ofiser coz euz he bried. Pebez laouenidigez evit ar vam clevet ar c’helou euz ar burzud-ma ! Kerkent e laca cas dezhi dre an telegraf electrik ar ger-ma epken : « pare ! »

Hogen, goude m’en doa casset ar c’helou, e teuas keus dezhan ; an douetans aioa c’hoaz en he galon. « Marteze, emezhan, an dra-ma ne deo nemet eur vellaennig en eur dremen. » Ne alle ket cridi e voa e guirionez pare he vap.

Ar potrik avad a ioa laouen hag eurus. Dalc’h mad e lavare d’he dad : « Guelet a rit, va zad, eo ar Verc’hez epken a elle va farea, me vouie avoalc’h ; m’em oa hen lavaret deoc’h meur a vech. » Dont a reas d’an hostaliri, hag eno e tebras chasun. An tad en doa avoalc’h da ober o sellet outhan o tibri. Goudeze e teuas en dro var droad da gichen ar roc’hel da drugarecat he vadoberourez. Unan euz ar veleien a ioa eno a lavaras dezhan : han ! potrig, anaoudeg e vezi, ha ne ket ta, e kenver ar Verc’hez mam Doue ?

— Oh ! ar Verc’hez Santel ! emezhan, biken n’he ancounac’hain ! hag e tiskueze gant he zorn skeuden ar Verc’hez hag an Env.

Pa zigoueschont en hostaliri vraz, e Tarb, edo an oll oc’h ho gortoz. An oll a gemere perz en eurusdet ar bugel.

Clenvet ar potrig a ioa padet daou vloaz ha naontek devez.

Neuze e teujont adarre gant an hent houarn d’ar