Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 103 —

d’an daoulin dirak skeuden ar Verc’hez, hag en em lakeas da bidi, he zaouarnigou gantha pal ha pal ; an tad ne rea nemet sellet.

Goudeze e savaz, hag e tostajont oc’h ar feunteun. Ar bugel a voalc’haz he c’houzoug hag he gerc’hen. Neuze e kemeraz eur banne dour hag ec’h efaz eul loncat bennak.

An tad a grene o velet he vap oc’h ober ar pez a rea, didrouz, laouen, leun a feiz hag a fizians. Strafuillet oll oa o velet an amprou diveza-ma. Gouscoude ne felle ket dezhan rei da anaout d’he vugel en devoa douetans, hag e kinnigaz eur guign dezhan en eur lavaret : Guel ha te ello dibri brema. Hogen goude beza roet ar guign d’ar potr, e troaz he gein, evit na velje ket penauz en em gemerje ; ar momet diveza a ioa deut, ha meneg a ioa eno a vuez pe a varo he vap.

Ne voue ket pell evit distrei, o clevet Jul o crial outhan gant eur vouez sclear :

— Va zad ! va zad ! dibri a ellan, ha mad e cavan ! m’em boa lavaret deoc’h ! me ioa sur ! m’em boa feiz !

An tad a ioa er meaz anezhan he unan ; he vap a ioa pare, hag hen bete neuze ne grede ket, hag en doa c’hoas beac’h brema o cridi. Gouscoude abouez moustra avoalc’h ec’h ellas respont :

Ia, va map, me vouie avoalc’h ne alle ket ar Verc’hez mancout da rei deoc’h ho coulen. Ha gouscoude ne grede ket avoalc’h. Ar Bugel avad en doa debret diou guign chasun, hag a c’houlenne eun all. An tad a lavaras neuze : Gortozit, Jul, ha pedit c’hoaz ar Verc’hez Santel.

Neuze e redas d’ar chapel evit lavaret d’ar beleg ar pez a ioa digouezet. Ker strafuillet e voa, ne vouie nemeur petra rea na petra lavare. Ar beleg