Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —

Feiz ar potrik a voa seul souesusoc’h ma voa bet savet ep clevet nemeur comz a relijion. He dad, evel on eus lavaret, n’en doa ket a feiz ; he vam a iea d’an oferen hag a rea he fask ; ha setu eno oll. Ha setu ar pez a strafuille an tad, a jenche penn evit penn d’he oll gredennou, hag her c’hontragne da respont d’he vap :

— Ia, ia, va bugel, pareet e vezi ! petra bennak n’en doa fizians ebet he unan,

O veza digouezet e Tarb ha diskennet en eun hostaliri vraz, an oll a daolaz ho zell var ar bugel kez, o velet pe gen treud ha pe gen distruch oa ha gouscoude he vizach a ioa coant ha laouen. An oll o doa truez oc’h ar potrik, hag an tad o veza lavaret evit petra oant en em laket e beach, an oll a rekete m’en divije ar bugel he c’houlen, hag oll e tiskuezent ho devoa mall d’he velet en distro.

An tad, petra bennak ne espere ket eur burzud, a gasas gantha ato da velet, eur pakad kuignou.

Pa zigouesjont e kichen ar roc’hel, edot o lavaret an oferen er chapel a zo a zioc’h an doare cao ma ema ar feunteun enhi. Jul a bede gant feiz, a greiz he galon ; he vizach a ioa entanet oll ; kemeret e vije evit eun æl.

Ar beleg a ioa oc’h an aoter a evesseaz outhan, ha pa voa echu an oferen, e teuas da gaout ar bugel hag he dad. Jul a ioa ato var he zaoulin, hag ar belek a lavaras dezhan :

— Va bugel, ha c’hoant oc’h eus-hu da veza consacret d’ar Verc’hez ?

— Ia me garfe ervad ! eme ar potrik.

Ar beleg a reas dioc’htu ar beden evit kementse, hag ar bugel, laouen braz a lavaras neuze d’he dad :

— Brema, va zad, ez an da veza pare !

Neuze e tiskenjont d’ar c’hao. Jul a ieaz adarre