Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 93 —

« — Guerc’hez Santel, va mam, a lavaren, ma tlefen beza eul leanez lezireg, e ve guell-ganhen gouzaon er bed, daoust pe ger poaniuz eo din beza enha, daoust pe ger braz eo an ïoul am eus d’her c’huitaat.

« — N’as pe aoun ebet, emezhi, me a vezo eno evit da sicour ha da zifen, Pa vezi leanez, e pezo cals da c’houzaon, mes dont a ri davedhon ha me as sicouro da c’houzaon poaniou ar vuez.

« — Oh ! ia, a lavaren-me, grit ac’hanon eul leanez vad. Goulen a ran diganeoc’h hoc’h oll grasou ; ho goulen a ran evit va breur.

« Ne allan ket caout sonch eus va oll gomzou. Petra bennak ma voa eno rouanez an Env, e voan evel eur bugel dirag he vam.

« Diskuez a reaz e plije va goulennou dezhi. Neuze e teuas tre beteg enhon, hag e falvezas dezhi lacat he unan din ar c’hoef var va fenn, evel eur vam o visca he bugel.

« Ha me he leze d’am c’hempen, hag oc’h he guelet ken tost din, hag o kemeret kement a zoursi ac’hanon, e santen eun ïoul ar brassa da lamet ganthi a dro vriad, ha da boket dezhi, hag e clasken rei hardiziegez din va unan. Oh ! Nag hi a voa caer, dudiuz ha madelezus !

« Pa lakeaz an dalgen en dro d’am zal, e saviz va fenn, hag en em gavas va bizach couls lavaret touch oc’h he hini. Oh ! Neuze ne ellis ket miret hag e pakiz eur pok diganthi ! E guirionez, va mam oa.

« Musc’hoarzin a reaz, ha neuze e sellaz ouzin evel ma seller oc’h eur bugel a garer hag a lezer da ober ar pez a gar. An ear e devoa da veza contant hag e kendalc’has ken ne devoa peurstaget din an dalgen.

« Laket e doa din va c’hoef, ha zoken laket a zoare.