Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —

Verc’hez ken tost din, ma voan evel er meaz ac’hanon va unan ; an dra-ze gouscoude n’oa ket avoalc’h evidon. He guelet eo ani bije caret, he guelet gant va daoulagad, dindan he guir furm.

Kerkent a ma voan eat em guele, e crogaz eur c’housket c’hoeg enhon. Dre va c’housk, en em gaviz en eun taol e creiz eur sclerijen vras. Guelet a riz o tont etrezeg enhon, var zibrad en ear, ar Verc’hez Vari va maeronez, hag eur vanden ep niver a Verc’hezed oc’h he heul. Guelet a riz ar brosesion hir-ze ; ne elliz avad sellet nemet oc’h ar Verc’hez Santel ; ne velis nemet-Hi.

Eur gened e devoa ha ne ell netra euz an douar beza laket e kem ganthi : eun dra bennag dudiuz hag a denn euz an Env hag a Zoue. An drem, ar vizach-ze ker coant, ker caer, kel leun a c’hras, a ioa peintet varnezhi eur vadelez ha ne oufe den lavaret pe ger bras. Dridal a rean o velet pe ger skeduz oa ; sclerijen a deue anezhi.

Pa voa deut tost ar vanden vras-ze a Verc’hezed, Mam Doue a guiteaz ar re all, ganthi en he daouarn, hag anat oa e devoa c’hoant d’he rei din, coef c’hoarezed Sant-Visant a Baul. Evessaat a riz oc’h he daouarn, daouarn ar Verc’hez Santel ! Nag hi a ioa caer ! maouez ebet biscoas ne devoue daouarn evelse var an douar. Ker braz e voa he dousder, ken dic’hloar e voa e creiz he gloar, ma em boa beac’h o cridi e voa eno rouanez an Env. Caout a rea din ne alle ket mam Doue disken beteg eur grouadurez ken dister ha me.

« Guelet avoalc’h a riz, evel ma voa ar c’hoef-ze ganthi etre he daouarn, e devoa c’hoant da rei din ar c’hras a c’houlennen epad va buez.

« Dridal a rea va c’halon gant al levenez, ha gouscoude e crenen o sonjal pe gen indin e voan.