Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 85 —

avad, eur vak pesketa a zavaz he gouel mintin mad evit ho c’has d’ho enezen, rak gouzout avoalc’h a reat e tlie ho zud beza nec’het gantho, ha glac’haret o clask gouzout petra e voant deut da veza.

Digouezet en Enez, ar vugale, hag ar verdaidi a ioa eat d’ho c’has d’ar gaer a ieas rag eün d’an ilis. Clevet a reant ar c’hleier o son glas ; ne vouient ket avad oa evitho e sonent canv evelse. Pa zejont en ilis, me ho les da zonjal pebez taol a scoaz e calon ho zud a ioa o keuzial hag o vouela dezho ! Eun abaden evelse ne c’heller nag he merca gant ar bluen nag he discleria gant an teod. Eur sebezen o devoue evel pa o divije guelet ar vugale-ze o tont er meaz euz ar bez goude beza bet preiz ar maro. Ar c’hanv a droas buan e laouenidigez, an daelou a c’hlac’har e daelou a joa, hag ar pedennou clemuz e pedennou a anaoudegez vad evit Doue hag ar Verc’hez santel.

Ha brema ar re n’o deus ket a feiz a c’hello lavaret e voa digouezet kementse oll dre chans. E guirionez chans vad o devoa bet. Me avad a gred e voa ar chans-ze eun taol a brovidans Doue. Anez penauz e divije gallet eur vagik ker bian treuzi ar raz oll ep beza tumpet ha taolet var he ginou cant guech gant ar c’houagou mor ker rust a zo eno ? Guir eo pa vez brasa ar mor e vez eno nebeuta danjer, abalamour e vez neuze hueloc’h an dour a zioc’h ar c’herrek ; hogen abars m’e devoa gallet ar vagik mont tre er meaz euz ar raz e tlie beza izeleet mad ar mor, dreist oll ma sonjer e rea an daou botr brasa ho gallout gant ho rouenvou evit enebi ha miret na bellajent dioc’h an douar ? penaus ne vouent-hi ket digaset en dro varzu an enez gant ar mare kenta goude an hini en doa ho zachet er mor ? Ma vijent distroet gant ar mare-ze e vijent