Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/917

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


Credo in Spiritum-Sanctum, Sanctam Ecclesiam Catholicam, Sanctorum communionem, remissionem peccatorum, carnis resurrectionem, vitam aeternam. Amen.

————


Confiteor Deo omnipenti, beatae Mariae semper virgini, beato Michaeli archangelo, beato Joanni-Baptistae, sanctis apostolis Petro et Paulo, et omnibus Sanctis, quia peccavi nimis cogitatione, verbo et opere, mea culpa, mea culpa, mea maxima culpa. Ideo precor beatam Mariam semper virginem, beatum Michaelem archangelum, beatum Joannem-Baptistam, sanctos apostolos Petrum et Paulum, et omnes Sanctos orare pro me ad Dominum Deum nostrum.


Gourc'hemennou Doue

<poem>1. Eunn Doue hebken a adori,

    Ha dreist peb tra holl a gari. 

2. Heb kaoz he hano na doui ket,

    Nag ive netra all ebed. 

3. Miret a ri ann holl zuliou,

    Gant euvrou mad ha pedennou. 

4. Da dad, da vamm a henori,

    Ha da vuez a astenni. 

5. Ha mir na lazi den ebed.

    Nag a galon, nag a effed.

6. Lubrik mir na vezi bepred,

    Dindan boan da veza daonet. 

7. En em ziouall diouz laeronsi,

    Na dommach da hentez na ri. 

8. Na gevier na fals testeni

    Mir birviken na liviri. 

9. Madou re all ne zezir ket

    Evit ho c’haout heb guir ebed. 

10. Ne c'hoanta dre luksur pec’hi

    Nag e sonj vil nem em bliji.
Gourc'hemennou ann Iliz

1. Kleo devot a benn-da-benn,

    Bep sul, bep gouel, ann offerenn.

2. Neuze peb labour a lezi

    Evit da Zalver henori.

3. Kovez a ri, da vihana,

    Eur vech er bloaz heb nac’h netra.

4. Ha da Bask e sakramanti,

    Rak-se e stad vad e vevi.

5. Iun a ri ann daouzek deiziou,

    Ar c’horaiz hag ar vijilou.

6. Na da zadorn, na da vener,

    Na zebri kig e neb amzer.