Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/913

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Doue evel ho zad, a zistroe outhan a wir galoun ; ar glanvourien douget var hent ar visionerien a zeue iac’h adarre ; enn eur ger, digouezout a rea a nevez ar pez a lennomp enn Aviel : « Ar guelet a zeu adarre d’ann dud dall ; ar c’herzet d’ar re gamm ; ar c’hlevet d’ar re vouzar; ar vuez d'ar re varo ; ar beorien a zo kelennet var lezen Doue. » (S. Vaze. xi. 5). Ann amzer ive a zente ouz ann Tad Maner hag a roe d’ezhan heol tomm pe c’hlao, diouz ma c’houlenne.

Eaz eo gouzout ez oa kounnar enn diaoul hag e laboure ann ifern enep d’ar misioner ; mes, enn tu ganthan edo sant Mikeal, sant Korantin, sant Iouen, sant Ignas, ar Verc’hez Vari, holl zent hag elez mad Breiz-Izel. Oc’h anaout ar skoazel a roent d’ezhan, ann den Doue a lavar c’hoaz kement-ma : « Ne gredan ket e rofe Hor Zalver, e neb leac’h var ann douar, merkou brasoc’h a vadelez eget na ro aman. » Evit guir, tud ann enezeier, evel henchet gant sklerijen ann env, a zirede a vandennou davethan enn eur gana he gantikou, hag a zigase ho bugaligou da c’houlenn he vennoz. Pa ziblase evit mont d’eul leac’h all bennag, ar bec’herien gounezet ganthan da Zoue a lavare a vouez huel : « Bennoz d’ar vamm e deuz ho lakeat er bed, bennoz ive d’ann douar a vezo beziet ho korf ennhan. » Er penn kenta euz he visionou pa n’oa c’hoaz nemed ann Tad Bernard ouz he zikour e skrive dija : « Er bloaz-ma, hanter kant mil den o deuz desket ganeomp al lezen gristen ; pemp mil a bec’herien euz ar re vrasa a zo distroet ouz Doue. » Ha p’en deveze ho lakeat enn hent mad, ar re a ziagent a verite ann ifern ouspenn ugent guech bep heur, ar re-ze, goude eur bloaz, a veac’h m’o doa ezom absolven.

Divezatoc’h e c’halvo beleien Breiz-Izel da rei ann dourn d’ezhan, hag e doug ar bloaveziou diveza enn devoa beteg mil misioner prest ato d’her sikour enn he holl labouriou. Lavaret e ve zoken en deuz bet digant Doue ar c’hras da lezel gantho he spered, pe ann aket burzuduz-ze evit silvidigez ann eneou a rea d’ezhan beza henvel ouz ann ebestel genta ; rak a c’houdevez o deuz