baour evit ho c’helen hag ober anezho kristenien vad. Evit se eo ez oa bet digaset gant Doue hag evit sevel eun urz nevez da ober skol d’ar baotred, dreist-holl d’ar re baour.
Ne ’z euz nemed Doue da c’houzout pegement en euz bet da c’houzanv abenn sevel Conregation Breudeur ar skoliou kristen. Roet en euz he beadra beteg ar guenneg diveza ; ar re a dlie rei an dorn d’ezhan a enebe outhan ha netra ne oa ker poaniuz d’he galon ; poaniusoc’h eget guelet ar bara o vankout en he di, ar pez a zigouezaz meur a vech. C’hoant en doa da veza an diveza etouez ar frered, hag hen great evit gouarn ; hag e kreiz he labourou hag he enkrez ne glevet ganthan na klemmou na rebechou. Ar memez ger en doa atao da lavaret: « Benniget ra vezo Doue. »
Er penn kenta e kemeraz en he di ar re a oa deut d’he zikour, mes heb dale e rankaz sevel eun ti skol nevez rak ar vistri hag ar vugale a greske bemdez, ha sklerijennet gant spered Doue e reaz evitho eur reolen a vuez ken ehun ha ker fur ma oue kavet mad gant ar Pab Beneat XIII he-unan. Kemet e karie an humilite hag ar baourentez ma ne falvezaz mui d’ezhan beza chaloni na chomm da superior var an urz nevez en doa savet.
Mar grea kementse ne oa ket koulsgoude evit tec’het deuz al labour, rak kendelc’her a eure da gemeret soursi deuz ar Frered ha deuz ar skoliou savet ganthan e meur a leac’h dre ar vro, ha muioc’h-mui bemdez en em roe da Zoue. Kreski a reaz iuniou hag he binijennou, kastiza a rea he gorf heb truez ebet hag an noz a dremene o pedi. Evelse e teuaz da veza eur skouer euz an oll vertuziou, hag ar pez a velet ar sklera en he vuez oa ar zentidigez, an ioul da ober bolontez Doue hag he zevosion evit hon Tad santel ar Pap.
Mervel a eure leun a veritou d’ar seiz a viz eost 1719 goude beza bet he sakramanchou diveza, d’an oad a eiz vloaz ha tri-ugent. Hon Tad santel ar Pab Leon XIII hen diskleriaz Den euruz ha prest goudeze, abalamour d’ar miraklou great ganthan, e lakeaz anezhan var roll ar zent er bloaz 1900.