Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/880

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Sant Iann a dremenaz meur a vloaz e Jerusalem asambles gant ar Verchez, ha goudeze ec’h en em dennaz ganthi e kear Ephez. Mes ne jome ket ato er gear-ze, evel, araok, ne jome ket ato ken nebeut e Jerusalem. Mont a rea aliez da ober baleou e kement korn a ioa enn Azii-Izela, evit prezeg ann Aviel ha lakaat eskibien el leac’h ma veze ezomm. Sevel a eure, eme zant Jerom, kement eskopti a ioa er vro-ze guech all, ha kendelc’her a rea da vizita ann eskoptiou-ze evit guelet penaoz oant gouarnet.

Enn amzer ann impalaer Domisian, ann abostol sant Iann a oue kroget ennhan, hag a oue kaset da Rom, el leac’h ma oue koundaonet da veza soubet enn eur gaoter eol bervet. Mes dont a reaz euz ar gaoter-ze heb kaout drouk ebed, ha neuze e oue harluet enn enez Pathmos.

Epad m’edo enn enezenn-ma, Doue a ziskouezaz d’ezhan, evel enn eunn daolenn, ar pez a dlie erruout gant ann Iliz enn amzer da zont. Sant Iann a verkaz ann traou-ze enn eul levr hag a hanver ann Apokalips, levr hag a zo ennhan, eme zant Jerom, ken aliez a vister hag a c’her. Ann impalaer Domisian o veza maro, ann Abostol a c’hellaz distrei da Ephez. E tro ar mareou-ze, e skrivaz he Aviel, var ali eskibien ann Azii, evit diskouez sklear oa Jezuz-Krist Doue evel ann Tad hag ar Spered-Santel, hag oa bet a holl-viskoaz eveldho. D’ann ampoent ez oa dija heretiked hag a lavare, enn eur gomz euz hor Zalver Jezuz-Krist, ne oa ket anezhan araok m’oa bet konsevet e korf ar Verc’hez gloriuz Vari.

Sant Iann a skrivaz ive tri lizer hag a zo leun a genteliou kaer divar benn ar garantez a dleomp da gaout evit Doue hag evit ann nesa. Enn he Aviel e pouez ive kalz var ann daou boent-ma, hag abalamour da ze eo bet leshanvet Abostol ar Garantez. Var fin he vuez, ne rea ken sarmoun d’ann dud fldel, da zul, nemed lavaret d’ezho : « — Va bugaligou, en em garit ann eil egile. » Ar gristenien a deuaz da skuiza o klevet ato ar memes tra, hag a c’houlennaz outhan eunn droiad perak ne gomze ket d’ezho a draou all avechou. « — Ah ! eme zant Iann, ar pez a lavarann d’ehoc’h eo gourc’hemenn