Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/810

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ne oue ket selaouet, hag ar bobl a reaz goasa a c’hellaz d’ezhan. Neuze e skoaz etrezek Toulouz, e leac’h ma chounezaz heb dale eunn toulladik paianed da feiz Jezuz-Krist. Raktal e savaz eunn iliz evitho, hag enn iliz-ma e kendalc'he d’ho c’helenn ha da vaga ho eneou dre ar zakramanchou. Mes goudeze e lezaz ar garg anezho gant unan euz ann daou velek a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan, hag ez eaz d’ar Spagn gant egile.

Hogen, ne c’houfe den niveri ar Spagnoled a lakeaz da drei kein d’ann idolou, ken dre nerz he gomzou, ken dre he viraklou, ken dre ar zantelez euz he vuez. Mes, epad ann amzer-ze, ar belek en doa lezet e Toulouz enn he blas a oue merzeriet gant ar baianed, ha pa glevaz ar c’helou-ma, Saturnin a zistroaz di buhana ma c’hellaz. Tud fidel ar gear-ze a ioa glac'haret ha strafillet-holl o sonjal er pez a ioa erruet ; mes ar Zant ho c’honsolaz hag a roaz eunn nerz nevez d'ho c’haloun.

Ho asambli a rea adarre enn iliz en doa savet araok mont d’ar Spagn. Hogen, etre he di hag ann iliz-se edo templ ann doueou faoz, hag enn templ-ma ann drouk-sperejou a ioa boaz kent da respount d’ar baianed, dre c’hinou ann idolou, pa c’houlennent kuzul digantho divar benn eunn dra bennag. Mes eur pennad a ioa ne respountent mui grik ; deuet oant da veza mud, ha beleien ann doueou faoz a ioa nec’het o klask gouzout petra ioa kaoz euz ann dra-ze.

Abarz ar fin e leverjont entrezho ne dlie beza ken kaoz nemed Saturnin, belek ar gristenien. Setu perak, o veza remerket ar Zant o tremen ebiou evit mont d’he iliz, e krogchont ennhan hag her c’haschont gantho d’ann templ.

Edont d’ann ampoent o vont da laza eunn taro enn henor d’ho doueou, ha setu hi ha lavaret da Zaturnin : « — Red e d’ehoc’h kemeret perz enn hor sakrifis, pe n’oc’h euz nemed ar maro da c’hortoz hoc’h-unan. » Ar Zant a respountaz raktal: « — Me ne anavezann ha ne adorann nemed eunn Doue. Ho toueou-c’houi ne d-int nemed drouk-sperejou, ha n’e ket ho loaned eo o deuz c’hoant da gaout, mes hoc’h eneou. Penaoz em befe--