Kenta tra a reaz ann arc’heskop nevez a oue embann ann ordrenansou douget gant konsil Trant, a ioa o paouez achui d’ann ampoent, ha lakaat urs vad enn he di he-unan. Ne zalc’haz var he dro nemed ar veleien hag ar zervicherien ne c’helle ket tremen hebdho, ha rei a eure d’ezho eur reolenn a vuez henvel ouz ann hini a heulier er simineriou. Goudeze e poaniaz ive da lakaat urs vad etouez ann dud a iliz hag er c’houenchou merc’hed euz a gear Milan, ha gant sikour gras Doue e teuaz buhan a benn euz a gement-se.
Mes, pa falvezaz d’ezhan lamet ar giziou fall euz a douez ar bobl, e kavaz ar gouarner var he hent. Ar c’hiz a ioa da zansal da zul ha da c’houel, ha zoken epad ann offisou. Ar c’hiz a ioa c’hoaz da ober a bep seurt c’hoariou ha peb seurt diotachou var blasenn ar gathedral epad deiziou morlarjez pe ann deiziou ened. Ar c’hiz a ioa erfin da zibri kig d’ar zul genta euz ar c'horaiz, ha da dremen ann deiz-ma enn ebatou egiz pa ne vije ke c’hoaz echu morlarjez pe ann ened. Ar Zant a zifennaz grons ann traou-ze holl, ha kerkent e oue douget klem enn he enep dirak ar roue ha dirak ar pab. Mes ar pab a ziskleriaz edo ar virionez ganthan, hag ar roue hen lezaz ive e peoc’h.
Neuze ez eaz da ober tro he eskopti evit anaout dreizhan he-unan ezommou ann eneou a ioa enn he garg, ha lakaat urs e peb parrez evel m’en doa dija lakeat e kear Milan. E kement leac’h ma tremene, e prezege, e rea katekiz d’ar vugale, e kovesea he-unan hag e roe ar gommunion hag ar gonfirmasion. N’en doa damant ebed d’he boan pa veze hano da redet varlerc’h ann denved dianket, ha bez’en devoue ann eur da zigas eunn niver braz anezho d’ar gear.
O c’houzout oa ar mank a zeskadurez kristen ar penn-kaoz euz ar vuez fall a rene kalz tud enn he eskopti, Charles Borromee a zavaz c’houec’h siminer, tri e kear Milan ha tri er meaz euz a gear, evit skolia ar glouer iaouank hag ho lakaat e stad divezatoc’h da gelenn ar bobl fidel egiz ma’z eo dleet. Skriva a reaz he-unan eul levr kaer evit merka d’ar veleien penaos e tlient en em