Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/694

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


Beleien ann doueou faoz a ieaz enn egar o velet ann dra-ze, hag ar Zant a oue diskuillet d’ar gouarner Fesennin. Hema a roaz urs raktal d’he deuler er prizoun gant he zaou goumpagnoun, ha d’ho skourjeza ho zri betek ar goad. Goudeze e lavaraz astenn Denis var eur c’hrill houarn hag a ioa glaou beo dindanhi, evit ma vije rostet he gorf a nebeudou. Mes ar glaou beo ne rejont droug ebed d’ezhan.

Neuze ar gouarner her c’houndaonaz da veza draillet ha debret gant al loaned gouez ; mes Denis a reaz sin ar groaz var ar loaned-se, ha kerkent e teujont da c’hourvez eharz he dreid heb ober drouk ebed d’ezhan ken nebeut. Enn despet d’ar burzud nevez-ma, Fesennin a ordrenaz stleper ar Zant enn eur forn raz evit ma vije devet ez-veo ; mes Denis en em gavaz eno evel ann tri den iaouank e fournez Babilon : ar flammou tan en em jenchaz evithan enn eunn ezennik fresk ha dudiuz.

Abarz ar fin ar gouarner her c’houndaonaz da veza dibennet asambles gant Rustikus hag Eleutheer. Kaset e ouent ho zri var eur menez a ioa e kichen Paris, hag eno e oue trouc’het ho gouzoug a daoliou bouc’hal. Ar menez-se a zo bet hanvet a-c’houdevez Monmartr, da lavaret eo, Menez ar verzerien, ha varnhan eo e saver hirio eunn iliz gaer enn henor d’ar Galoun-Zakr.

Var a gounter, sant Denis a zougaz he benn etre he zaouarn varnhed diou leo ac’hano, betek eur bourg hag a zo deuet abaoue da veza eur gear hanvet Sant-Denis. Eno e oue enterret, ha var he vez e oue savet divezatoc’h eunn iliz el leac’h ma veze enterret guech all rouaned Frans hag ar brinsezed pe brinsezed euz ho lignez.

Merzerenti sant Denis a erruaz e tro ar bloaz 117, epad m’edo a ren he vloaz ha kant. Ar zant-ma en deuz skrivet levriou hag a zo brudet meurbet etouez ann dud habil euz ann Iliz.


SONJIT ERVAD

Evel Fransizien, e tleomp beza anaoudek-braz e kenver sant Denis p’e guir eo unan euz ar re genta o deuz digaset sklerijenn ar feiz e Frans dre ho frezegennou hag ho labouriou abostolik. Henoromp-hen