Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/691

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

noz varlerc’h, hor Zalver en em ziskouezaz dirazhi he gorf leun-c’hoad, egiz pa vijet bet o paouff he staga ouz ar groaz. « — O va Doue, emezhi kerkent, piou eta en deuz great kement all d’ehoc’h ? » Ha Jezuz a respountaz : « — Ar re a ra fae var va gourc’hemennou. » Divar neuze ne c’helle mui sonjal e passion hor Zalver heb skuill eur mor a zaelou.

Pa oue enn oad da fortunia, Berc’hed a zimezaz da Vulfon, prins a Nerisii, evit senti ouz he zad ; rak hi a vije bet guell ganthi chom bepred guerc’hez. Doue a roaz d’ezhi eiz krouadur, pevar mab ha peder merc’h. Daou anezho a varvaz ez-vihanik, hag ar c’houec’h all a greske bepred e furnez dre ma kreskent enn oad ; rak ho mamm ne esperne netra evit ho c’helenn ervad hag ho hencha da vont d’ar baradoz.

Ar Zantez ne espernaz netra ken nebeut evit dougen he fried d’ann oberiou a zevosion. Boaza a eure anezhan da lavaret bemdez offis bihan ar Verc’hez, ha mont a rejont ho daou da bardouna da Zant-Jakez a Gompostel e Spagn asambles gant ho bugale. Kalz poan o devoue epad ar veach-se, hag enn eur zont ac’hano Vulfon a gouezaz goall glanv e kear Arras e Frans. Mes parea a reaz dre c’hras Doue, ha pa oue distro d’ar Sueed, ec’h en em dennaz enn eur gouent gant asant Berc’hed.

Hogen, mervel a eure eno evel eur zant abarz bloaz goude, ha Berc’hed, deuet da veza intanvez, a rannaz he danvez etre he bugale evit en em rei holl d’ann oberiou a binijenn. Guiska a reaz dillad paour ha dister, ha n’e devoa ket a vez o tibri gant ar beorien enn hospitaliou pe var ar ru ; avechou zoken ez ea da glask ann aluzenn asambles gantho. Tud ar bed a gave abeg ennhi hag a c’hoarze divar he c’houst ; mes hi ne rea van evit kement-se ; rak n’e devoa ken ioul nemed da blijout da Zoue.

Epad ann deiz e tremene kalz amzer dirak ar Zakramant, meulet ra vezo, ha dioc’h ann noz e chome c’hoaz pell hag hirr da bedi enn he chambr. N’e devoa evit guele nemed eur pallenn ledet var ar pave pe var ar zolier, hag enn dro d’he c’horf e touge bepred eur zae