Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/690

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ket beza treac’h d’ezhan, her c’houndaonaz da veza dibennet, ha setu ar pez a oue great d’ar seiz a viz here, e tro ar bloaz tri c’hant.

He gorf a oue enterret el leac’h m’oa bet merzeriet, ha korf sant Bakus a oue digaset di ive divezatoc’h. Hogen, kement a viraklou a c’hoarvezaz var bez ann daou verzer, ma oue savet eno eunn iliz, ha d’ann iliz-ma e tirede pardounerien a bep tu. Kear Razaph zoken a oue chenchet hano d’ezhi, hag a oue hanvet hiviziken Serjiopolis, da lavaret eo, kear Serj. Ha n’e ket hebken ar gristenien, mes ar baianed ho-unan o devoa eunn devosion vraz d’ar zant-ma. Evelse, Kosroes, roue Pers, hag hen paian goulskoude, a reaz veu da rei d’ezhan eur groaz aour ma c’hounezche ar viktor var eur prins all hag en doa he zidronet. Gounit a eure ar viktor, ha raktal e sevenaz he bromesa.


SONJIT ERVAD

Ma ro ar Zent avechou sikour d’ar baianed zoken, pebez fizians ne dle ket ar gristenien da gaout ennho ! Mar oc’h euz c’hoant eta da obten eur c’hras bennag digant Doue, en em erbedit ouz he vignouned, da lavaret eo, ouz ar Zent ; it da bardouna d’ho ilizou pe d’ho chapeliou, mes it gant feiz ha devosion, ha ma ne resevit ket ato ar c’hras a c’houlenac’h, e resevot da vihana eur c’hras all bennag hag a vezo talvoudusoc’h evit ho silvidigez. Aliez guech, e leal, ann traou a c’houlennomp a ve noazuz d’hon ene. Doue neuze, abalamour d’he furnez ha d’he vadelez, e plas ar pez a c’helfemp diganthan pe digant ar Zent, a ro d’eomp eunn dra all bennag.





ann eizved devez a viz here


SANTEZ BERC’HED, INTANVEZ
————



Ar zantez-ma a ioa ganet er Sueed a dud a lignez huel, hag a oue devot evel eunn eal azalek he bugaleach. Ne oa c’hoaz nemed dek vloaz pa glevaz diskleria ar Basion, hag ann histor truezuz-se a skoaz eunn taol ker pounner enn he c’haloun ma tiroliaz da lenva. Enn