Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/668

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

duk a Vohem pa remerkaz daou eal e kichenn hema, ha pa glevaz anezho o lavaret : « — Ne skoit ket ! » Kerkent e tiskennaz divar he varc’h, hag ec’h en em strinkaz da dreid Venseslas enn eur c’houlenn pardoun. Venseslas a reaz ar peoc’h ganthan, ha lud ar Bohem a drugarekea ann Aotrou Doue abalamour m’en doa roet d’ezho eur prins ker mad ha ken doujet.

Mes, kaer en doa, ann duk a ioa ato he vamm a eneb d’ezhan. Drahomir e devoa c’hoaz eur mab all, he hano Boleslas. Ar mab all-ma a ioa bet savet ganthi ; great e devoa anezhan dioc’h he dorn, ha dre ze n’e ket souez e vije eunn den fallakr ha digoustians eveldhi. Eunn devez, ar vamm dinatur-ze hen aliez da laza he vreur dre dreitouriach ha Boleslas a zentaz dioc’htu.

Pedi a eure Venseslas da vont da leina d’he di var digarez m’oa nevez ganet eur mab d’ezhan. Venseslas a ieaz, ha goude lein ec’h en em dennaz enn iliz hervez he gustumm. Epad m’edo eno o kinnig da Zoue ar sakrifis euz he vuez, rak eur gredenn en doa oa tost he heur diveza, he vreur a redaz di gant eur vandenn lamponed eveldhan, hag hen treuzaz var ar plas gant daou daol kleze. He c’hoad a strinkaz ouz ar voger, el leac’h m’her gueler c’hoaz hirio.

Merzerenti sant Venseslaz a erruaz d’an 28 a viz guengolo euz ar bloaz 938. Drahomir, he vamm, ne zaleaz ket da veza skoet gant dorn Doue. Eunn devez, ann douar a zigoraz dindan he zreid, haga lonkaz anezhi ez-veo.


SONJIT ERVAD

Pegen talvouduz eo ar gelennadurez genta a roer d’ar vugale ! Setu ama daou vreur savet er memes amzer, kouls lavaret ; unan gant he vamm goz devot, hag egile gant he vamm paianez. Ar c’henta a deu da veza eur zant, hag ann eil, eunn den euz ar re falla. Ar c’hemm a zo entrezho eo ann hini a ioa etre ann diou vaouez o devoa ho c’helennet. Lakit eta ho poan, kerent kristen, da gelenn ervad ho pugale. Ha pa vezo ret d’ehoc’h ho c’has d’ar skoliou, taolit evez ouz ar c’henteliou a ve roet d’ezho.