Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/645

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

enn henor da zant Fransez a Asiz da zeiz he c’houel, ann Iliz e deuz roet kounje da ober eunn offis all disparti enn henor d’he c’houliou.


SONJIT ERVAD

Sant Fransez a resevaz enn he gorf ar merkou euz a bemp gouli hor Zalver evit he rekoumpansi abalamour d’ann ioul en doa da veza e peb tra henvel oc’h Jezuz stag ouz ar groaz. Ne glevomp ket en defe great Doue biskoaz henvelep burzud e kenver eunn all euz he zervicherien. Evelato, ma n’o deuz ket bet a ziaveaz, ann henveledigez-ze gant ho Zalver, eleiz eneou santel o deuz tanveat enn ho c’haloun he boaniou hag he enkrezou. Seul-vui e klaskot beza henvel ouz Jezuz-Krist o sonjal aliez enn he Basion, seul-vui ive ho kargo euz he c’hrasou er bed-ma, ha seul gaeroc’h goudeze e vezo ho kurunenn enn env.




ann trivac’hved devez a viz guengolo


SANT JOSEPH A GUPERTIN
————



Ar zant-ma a ioa ganet e kear Kupertin enn Itali a dud a zoujans Doue, hag a dremenaz he vugaleach hag he iaouankiz enn eur burete vraz. He dad hag he vamm a ioa paour-Job, hag a lakeaz anezhan da zeski ar vicher a gere evit ma c’hellje gounit he voued. Mes, o veza ma oue pareet gant ar Verc’hez dioc’h eur c’hlenved hirr ha poaniuz, e savaz c’hoant ganthan da vont da vanac’h, ha setu hen ha goulenn beza resevet evel frer enn eur gouent euz a Urs sant Fransez. Resevet e oue ; mes a benn eiz miz goude e oue kaset kuit evel eunn den ha n’oa mad da netra.

Ar pez a ioa kaoz oa abalamour Joseph a veze ato o sonjal e Doue, ha ne daole evez oc’h netra all ebed. Evelse, pa veze o servicha taol, e leze ar plajou hag ann asiedou da goueza, ha kaer a ioa staga ann tammou torret oc’h he vruched pe ouz he gein evit ober mez d’ezhan, ne daole ket muioc’h a evez goudeze. Meur a vech e roaz bara du e leac’h bara guenn, ha pa veze skandalet evit ann dra-ze gant he zuperiored, e respounte ne c’houie ket anaout ann eil diouz egile.