Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/465

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

karget da ober eunn enklask piz euz ar re a ioa o chom enn Toskaan. Klevet a eure oa Felis ar brudeta anezho, ha raktal e reaz he zigas dirazhan.

« — Pe hano ec’h euz? eme Dursius.

« — Felis, eme ar c’hristen.

« — Ha da vicher, petra eo?

« — Me zo belek Jezuz-Krist, eme Felis, petra bennag n’ounn ket din euz ar garg-se.

« — Perak eta, eme letanant ann impalaer, drouk ennhan, e tastumez ann dud e meur a leac’h a gostez evit miret outho da adori hon doueou ?

« — Va dever eo, eme ar belek, deski d’ar bobl relijion Jezuz-Krist evit he lakaat var hent ar baradoz.

« — Petra c’halvez hent ar baradoz ?

« — Evit beza var ann hent-se, eme Felis, e renker karet hag henori Doue ann Tad, hor Zalver Jezuz-Krist hag ar Spered-Santel.

« — Bah! eme Dursius, lez ar c’hoz Doue-ze a gostez, ha sent ouz ann impalaer.

« — Ne glaskomp, eme ar belek kalounek, nemed plijout da Jezuz-Krist ha senti outhan e peb tra. »

Ar respount-ma a lakeaz letanant Aorelian da vont enn egar, ha setu hen ha rei urs da flastra he c’hinou da Felis a daoliou mein. Hogen ann dra-ze a oue great enn eur feson fer iud ha ken didruez ma varvaz ar merzer santel abarz ma’c’h ehanaz he vourrevien outhan. Tursius a zifennaz enterri he gorf evit ma vije debret gant ar brini hag al loaned gouez. Mes eunn avieler, he hano Irenee, a c’hellaz he guzat, hag hen enterraz goudeze gant respet.

Letanant ann impalaer, o veza klevet petra en doa great Irenee, a ordrenaz staga anezhan dirak he garr, epad ma vije o vont da gear Chiusi, evit ober d’ezhan redet araok ar c’hezek. Pa oue erruet eno, e reaz teuler ann avieler kalounek er prizoun asambles gant kristenien all. Mes eunn introun a renk huel, he hano Mustiola, a deuaz enn noz da velet ar brizounierien. da zigas boued d’ezho ha d’ho c’hrenvaat er feiz.

Tursius a glevaz ann dra-ma ive, ha setu kounnar