Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/452

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

en em lakea he-unan var ann douar noaz evit pourvei d’ho ezommou. A hent all e serviche da skouer d’ann holl dud a iliz dre he vouiziegez var ar Skritur Sakr, dre he aked da brezeg ha dre ar zantelez euz he vuez.

Ar pab sant Agathon o veza deuet da vervel, Leon a oue choazet evit delc’her he blas. Hogen, kenta tra a reaz evel pab a oue embann, evel eur virionez hag a renker da gredi dindan boan da veza daonet, ez euz e Jezuz-Krist diou volontez evel ma’z euz diou natur, petra bennag n’ez euz nemed eur persounach. Ann dra-ma a ioa bet diskleriet dija gant trede konsil Konstantinopl.

Digemeret a reaz e Rom, gant he zousder hag he vadelez ordinal, daou euz ann heretiked a ioa bet eskummunuget gant ar c’honsil-ze, ha diskouez a eure d’ezho ker sklear oa faoz ar pez a zonjent hag a lavarent ma’c’h anavezchont erfin e tifennent ar gaou, ha ma c’houlennjont pardoun euz a greiz ho c’haloun. Neuze ar pab a lamaz ann eskummunugenn divarnho hag ho resevaz adarre e renk ar gristenien gatholik.

Evelse sant Leon a ioa leun a zousder hag a vadelez e kenver ar re a anzave ho faot gant humilite ; mes er memes amzer e c’houie beza rust e kenver ann dud ourgouilluz a jome aheurtet enn ho fals kredennou, hag evit ober d’ezho plega ec’h en em zerviche euz ann holl c’halloud en doa evel pab.

Goude m’oa pignet var gador sant Per, e kendalc’haz evel diagent da veza tad ann dud paour, ann intanvezed hag ann emzivaded keiz ; ho zikour a rea, n’e ken hebken dre he aluzennou, mes e kement feson ma c’helle. Evel eur pastor eveziant, e lakea urs e peb tra, betek zoken er c’han, hag he-unan e reaz himmou nevez evit ann offisou. Ar pez a glaske dreist holl oa maga ha kreski bepred ar feiz hag ann devosion etouez ann dud fidel.

O velet gouiziegez ha vertuziou ar zant-ma, ar gristenien o doa ioul e vije chomet pell da c’houarn ann Iliz. Mes sonjou Doue a zo dishenvel dioc’h sonjou ann dud. Doue en em hastaz d’her gelver davethan, ha mervel a eure d’ann 28 a viz even euz ar bloaz 684, dek miz ha