Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/406

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


Pa ouent deuet enn oad, e ouent kaset d’ar skol ha goudeze d’ar skolach, ha pa oue echu ho studi gantho, e ouent beleget gant eskop Vermand. Neuze ar sked euz ho vertuziou a baraz var ar vro evel eur sklerijenn lugernuz. Ne ehanent da iun ha da bedi Doue ; eunn dudi oa evitho tremen ann noz o vedita, ha ken humbl oant ma ne c’houient dare peur o devije great stad aoualc’h euz ho zuperiored. N’oant ket evit gouzanv avad e vije great stad ebed anezho ho-unan.

Arc’heskop Rouan o veza maro, Godard a oue choazet evit delc’her he blas. Hogen, d’ar mare-ze, ez oa c’hoaz kalz paianed e Rouan ; kenta soursi ann arc’heskop nevez a oue eta da c’hounit ar baianed-se da feiz Jezuz-Krist. Mont a rea he-unan d’ho c’haout ha da gaozeal gantho, ha dre he zousder hag he vadelez e teuaz a benn da lakaat eur maread anezho da drei kein d’ho idolou. Ar zant-ma a zikouraz sant Remi ha sant Waast da gelenn ar roue Klovis var ar guirioneziou euz ar relijion gristen. Kemeret a eure perz e kenta konsil Orlean, ha sakri a reaz sant Lo, kenta eskop Koutans. Erfin, goude beza labouret epad tost da hanter-kant vloaz evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou, e kouezaz klanv hag e varvaz d’ann 8 a viz even euz ar bloaz 545. He ene a nijaz raktal d’ar baradoz dindan furm eur goulmik venn.

Epad ann amzer-ze, sant Medard a ioa bet hanvet ive da eskop e Vermand. Mes ar gear-ma o veza bet dismantret gant ar Vandaled, ar Zant a deuaz da jom da Noion el leac’h ma’z oa eur c’hastell krenv, hag hiviziken Noion a oue ar gear-benn euz he eskopti. Doue en devoa dija diskleriet he zantelez dre veur a virakl. Evelse, eur vioc’h d’ezhan o veza eat gant al laer, hema a renkaz he digas d’ar gear enn dro abalamour ar c’hloc’h a ioa a-istribill ganthi ouz he gouzoug ne ehane da zini anezhan he-unan n’euz fors e pe leac’h e veze kuzet.

Eskop Tourne o veza maro, sant Medard a oue karget ive da c’houarn ann eskopti-ze. Eleiz a baianed a ioa c’hoaz eno d’ann ampoent ; mes ar Zant a reaz evel en doa great he vreur e Rouan. Mont a eure he-unan da