Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/362

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

gaz ann derzienn ennhan, hag ann derzienn-ze hen dalc’haz var he vele epad pevar miz all.

Pa oue pare, e c’houlennaz beza resevet enn eur gouent euz a Urs sant Fransez. Pell a ioa dija ma’c’h en voaze da ren eur vuez humbl ha pinijennuz ; evelse, azalek he genta iaouankiz e iune bep sadorn enn henor d’ar Verc’hez. Mes, eur vech eat da vanac’h, oa evel kounnaret ouz he gorf, kement her c’hastize.

Goude ma oue beleget, e oue karget da brezeg. Hogen he vouez a ioa rust ha goloet dre natur ; mes, abalamour d’ar garg a ioa roet d’ezhan, e c’houlennaz digant hor Zalver, dre veritou he vamm benniget, ma teuje da veza dousoc’h ha sklaeroc’h. He bedenn a oue selaouet, ha he vouez a jenchaz enn eunn hevelep feson ma n’oa ket eunn all hag en devije eur vouez ker brao hag hen da zarmoun.

Ar Zant a brezegaz epad tregont vloaz e kement korn a ioa en Itali. Ker brudet ao, hag he gomzou a zouge kement a frouez, ma oue leshanvet Trompill ann env. Var nerz hano Jezuz eo e kounte dreist peb tra evit skleraat ar sperejou ha gounit ar c’halounou. Abalamour da ze e kase ganthan, e kement leac’h ma’z ea, eunn daolennik hag a ioa ann hano santel-ze skrivet varnhi e lizerennou aour, gant eur c’helc’h hag a lugerne tro var dro evel ann heol o para. A greiz sarmoun e tiskoueze ann daolennik-ma d’ar bobl.

Enn despet d’he labouriou abostolik, Bernatdina gavaz c’hoaz amzer da ober levriou a zevosion evit kelennadurez ann dud fidel. Doue en doa roet d’ezhan ive ann donezoun a viraklou, hag ann dar-ze a greske muioc’h-mui ann istim hag ar respet o devoa ann holl evithan. Ar Pab en devoue c’hoant meur a vech d’he henvel eskop ; mez ne falvezaz d’ezhan morse kemeret ar garg-ma.

O veza kouezet klanv d’ann oad a bevar bloaz ha tri-ugent, sant Bernardin a resevaz he zakramanchou diveza, ha goudeze e varvaz leun a veritou derc’hent gouel ar Iaou-Bask, er bloaz 1444, d’ar mare m’edot o kana enn iliz ann antiphonenn-ma euz ar gousperou kenta :