Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/336

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

kant skoed digant-ho enn eur lavaret ec’h en em garge d’ho maga hiviziken. Ar Zant a roaz ar pemp kant skoed-se da verc’hed honest ha n’o doa ket ho zud pe a dra d’ho argoulaoui.

Eunn devez all, Antonin a ioa o tremen dre eur ru pa remerkaz eunn eal var c’horre eunn ti. Raktal e c’hoanteaz gouzout piou a ioa o chom enn ti-ze, ha setu hen ebarz. Hogen, kaout a reaz eno teir blac’h iaouank hag a laboure noz-deiz da c’hounit bara d’ezho ho-unan ha d’ho mamm. Ar Zant en devoue truez ouz ar merc’hed keiz-ma, hag en em gargaz da rei d’ezho eur guchenn arc’hant bep bloaz evit na renkchent mui labourat enn noz. Mes ann teir blac’h iaouank, lakeat enn ho eaz gant arc’hant ann arc’heskop, ne ouent mui ken aketuz d’al labour, enn deiz zoken, hag Antonin, o tremen eur vech all dre ar ru-ze, a velaz var ho zi eunn drouk-spered heuzus e plas ann eal. Neuze e skandalaz ann teir blac’h iaouank, hag e lavaraz ne roje ket d’ezho hiviziken kement a arc’hant hag en doa lavaret rei, gant aoun na deujent d’en em goll dre ar feneantiz.

Komzou ar Zant hebken a dalie hirroc’h eged arc’hant. Eunn droiad, d’ann deiz kenta euz ar bloaz, unan bennag a zigasaz d’ezhan eur banerad frouez. Ann arc’heskop a drugarekeaz ann den-ze enn eur lavaret: « — Doue r’ho paeo ! » Mes ann den-ze a ioa o c’hedal he galanna, hag a ieaz kuit eunn tammik drouk-kountant. Antonin, o veza gouezet ann dra-ma, her galvaz da zont enn dro, hag a reaz lakaat enn eur valans ar banerad frouez hag ar c’homzou: « Doue r’ho paeo ! » skrivet var eunn tamm paper. Raktal e oue guelet ar banerad frouez guinteenn ear : komzou ar Zant a ioa kalz pounneroc’h evithit.

Antonin o veza klanvet d’ann oad a zek vloaz ha tri-ugent, en devoue dioc’htu eur gredenn n’en doa mui pell da veva. Reseo a eure buhan he zakramanchou diveza, ha prest goude e varvaz enn eur boket d’he grusifi er bloaz 1459. Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Beza paour n’e ket pec’hed, ha n’e ket eunn dishenor ken nebeut evit ar re n’int ket kouezet er stad-se dre ho faot ho-unan. Mes mont da