glaske dreist peb tra oa ma vije roet he vir da bep hini, d’ar paour evel d’ar pinvidik. Mes aoun en doa d’en em goll er stad-se, hag e savaz c’hoant ganthan da vont da vanac’h.
Da genta goulskoude e c’houlennaz reseo ann Ursiou sakr, hag eur vech belek e viskaz sae ar venac’h euz a Urs sant Fransez e kouent Fribourg. Neuze e kemeraz ann hano a Fidel, ha superior ar gouent a reaz d’ezhan eur zarmoun gaer var ar c’homzou-ma euz ar Skritur Sakr : « Bezit fidel betek ar maro, ha me aroio d’ehoc’h ar gurunenn a vuez. » Bez’e oue e guirionez fidel betek ar maro.
Ebarz er gouent ar Zant a greskaz he bedennou hag he binijennou. Ne zebre nemed ar pez a ioa red evit miret outhan da vervel gant ann naoun, hag epad ann azvent hag ar c’horaiz e iune bemdez divar bara ha dour hag eunn nebeut frouez seac’h. Pa oue echu he deoloji ganthan, e oue karget da rei misionou er Suis, ha goudeze e oue kaset, euz a berz ar pab, da vroar Grizoned.
Tud ar vro-ze o devoa dilezet ar relijion gatholik evit heul fals relijion ar brotestanted. Mes Fidel a labouraz eno evel eunn abostol, ha dre ann nerz euz he gomzou e lakeaz heb dale eur maread heretiked da zigeri ho daoulagad d’ar virionez ha da guitaat ho c’hredennou faoz. Lod anezho goulskoude a jome ato aheurtet, hag a gemeraz kement a gaz ouz ar Zant ma rejont ho zonj da lamet he vuez diganthan.
Fidel ne c’houlenne ket guell eget skuill he c’hoad evit ar feiz, ha pell a ioa e pede bemdez ann Aotrou Doue da rei d’ezhan ar c’hras da veza merzer. He bedenn a oue selaouet erfin. Eunn devez ez eaz da brezeg da vourg Sevis, petra bennag ma c’houie e tlie mervel enn deiz-se. Epad m’edo enn iliz, e oue laosket eunn tenn varnhan, mes ne oue ket tizet. Goudeze e teuaz kuit, ha var ann hent ec’h erruaz ganthan eunn ugent soudard protestant bennag : eur ministr a ioa er penn araok.
« — Te eo eta, eme unan euz ar zoudarded, ann den diskiant a fell dezhan ober ar prophet. Lavar ne d-oud nemed eur gaouiad.