Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/239

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

a bevar-ugent vloaz ec’h en em dennaz enn eur gouent el leac’h ma vevaz c’hoaz trivac’h vloaz. He vamm a jomaz er gear gant he bugale all, hag a veve enn he zi evel eul leanez enn he c’houent. Ho daou o devoue ann eur, p’edont var ho zremenvan, da reseo ho zakramanchou diveza digant ho mab, a ioa dija eskop d’ann ampoent, ha da vervel etre he zivreac’h.

Goude beza great he studi, Hug a oue beleget ha kemeret da zekretour gant kannad ar pab e Frans. Hogen eunn devez m’edo e kear Avignon asambles gant kannad ar pab, ann dud a iliz a C’hrenobl her goulennaz da eskop. Ar Zant a skrijaz hag a vennaz sempla pa glevaz ar c’helou-ze. Re iaouank oa c’hoaz, emezhan, hag ouspenn, n’en doa nag ann deskadurez, nag ar zantelez a renker da gaout evit beza eskop. Mes kaer en devoue klask digareziou, red e oue dezhan senti ouz kannad ar pab. Hema her c’hasaz ganthan da Rom, hag eno e oue sakret gant ar pab Gregor VII.

Eur vech sakret, ec’h hastaz affo mont d’he eskopti. Mes siouaz ! ann eskopti-ze a ioa henvel ouz eur park hag a zo leun a bep seurt louzeier fall. Ar brasa dizursiou a rene etouez tud ar bed, hag ann dud a iliz zoken a ioa meur a dra da lavaret anezho. Ann eskop nevez eta en doa labour da c’houennat. Goulskoude n’e ket rak al labour edo he aoun ; he aoun a ioa ne raje ket he zever mad aoualc’h ha setu perak, a benn daou vloaz, ec’h en em dennaz enn eur gouent el leac’h ma kemeraz sae ar venac’h. Mes ar pab a roaz urs d’ezhan da zistrei da C’hrenobl, hag Hug a zentaz raktal.

Neuze e poaniaz muioc’h eget biskoaz da c’hounit da Zoue ann holl eneou a ioa enn he garg : pedennou, iuniou, prezegennou, bizitou, aluzennou, peb tra a oue implijet ganthan evit ho zavetei. Doue a vennigaz he boan hag he labour, hag heb dale e oue guelet eur jenchamant kaer, ken etouez ar bobl, ken etouez ann dud a iliz. Mes Doue a reaz c’hoaz eur vad all evithan: digas a eure sikour d’ezhan d’ar mare n’edo ket o c’hedal.

Eunn nozvez e velaz dre he gousk seiz steredenn, skeduz meurbed, o kerzet dirazhan hag oc’h he hencha