Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/196

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

anaout he faot, hag o veza galvet he vamm da vont d’he gaout, e c’houlennaz pardoun outhi dirak ann holl, hag e roaz d’ezhi enn dro ar pez en doa lamet diganthi. Ann duk Herri a reaz eveldhan, hag ar Zantez a veve adarre e peoc’h pa blijaz gant Doue digas d’ezhi eur groaz all. Ann duk Herri a varvaz prest goude, hag ar c’helou-ma a lakeaz he c’haloun da ranna enn he c’hreiz.

Divar neuze ne zougaz mui nemed dillad kanv, ha ne gemeraz mui plijadur gant netra ebed. Mes ato e kendalc’he da bourvei da ezommou ar beorien, da zervicha ar re glanv, ha da ober bemdez eur pennad griat pe eul labour all bennag.

O veza kouezet klanv he-unan, e resevaz he zakramanchou diveza digant arc’heskop Maians, a ioa mab bihan d’ezhi. Diskouez a eure kaout c’hoant da rei eunn dra bennag d’ann arc’heskop-se; mes al leanez a ioa var he zro a respountaz : « — Ne jom mui netra ganehoc’h nemed al linseriou oc’h euz lavaret da viret evit ho liena. » « — Mad, eme ar Zantez, roit unan euz al linseriou-ze d’am mab bihan, ezomm en devezo anezhi em raok-me. » Guir a lavare; rak ann arc’heskop a varvaz enn eunn taol trumm abarz erruout enn he eskopti, hag hi a vevaz c’hoaz daouzek devez goude.

Pa oue var he zremenvan, santez Mathild a lavaraz he lakaat da c’hourvez var ann douar, eur c’houriz reun dindanhi. Neuze e taolaz he-unan eunn dornad ludu var he fenn, hag o veza great sin ar groaz, e roaz e peoc’h he ene d’he c’hrouer d’ar pevarzek a viz meurs euz ar bloaz 968.


SONJIT ERVAD

Ar zantez-ma e devoue kalz da c’houzanv euz a berz he daou vab kosa; mes ar re-ma a ioa bet savet mad, ne zalejont ket da anaout ho faot ha da c’houlenn pardoun digant ho mamm. Tadou ha mammou, lakit evez dreist peb tra da zevel ho pugale e doujans Doue, hag evelse, ha pa deufent da ober poan dehoc’h eunn dro bennag, ne zaleint ket ken nebeut da anaout ho faot, ha goudeze e raint adarre ho choa hag ho kloar er bed-ma da c’hortoz ma raint ho kurunenn er bed all.