Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/118

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

c’honfesour zoken a oue pell enn he enep, ha goudeze ar pab a zaleaz pell ive da rei he aotreadur. Abarz ar fin goulskoude e oue renket peb tra evel ma c’hoantea ar Zantez. Ann Urs nevez a oue kaved mad gant ar pab, ha Janned he-unan a reaz he veuiou solanel da zeiz ar Pantekost 1503. Evelato ne d-eaz ket da jom d’ar gouent a ioa savet evit leanezed he Urs. Dre ali he c’honfesour e kendalc’haz da veva enn he falez abalamour ma c’helle ober muioc’h a vad evelse; mes ann dra-ze ne vire ket outhi da heul a boent da boent ar reolenn a vuez a heulie al leanezed all.

Kastiza a rea he c’horf dre binijennou rust. Ne zebre nemed boued groz ha dister, ha d’ann deiziou vijil ne danvea morse ann amann nag ar viou. Eur porpant reun a zouge bepred, hag er porpant-se ez oa, e kostez ar galoun, pemp tach arc’hant begou lemm d’ezho. Izeloc’h eged ar porpant reun e touge c’hoaz eur jadenn houarn, ha goude he maro e oue kavet ar jadenn-ma sanket er c’hig. A hent all, oa evel eur vamm evit ar beorien, ha dreist holl evit ann dud klanv. Paour ebed ne rea tro c’houllou enn he zi; he medisined a gase da velet ar re glanv euz he ferz, ha goudeze e louzaoue anezho he-unan hag e sec’he gant he daouarn al lin brein a deue euz ho gouliou : meur a hini a bareaz evelse dre virakl.

He c’harantez evit Jezuz-Krist e sakramant ann aoter a ioa ker birvidik ma ne chelle ket tostaat ouz ann daol zantel heb skuill eur mor a zaelou. N’e devoa ket nebeutoc’h a zevosion evit pasion ha maro hor Zalver. Lakeat e doa ober enn he jardin eur bez henvel oc’h he hini ; eno ec’h en em denne aliez da zonjal er poaniou en deuz gouzanvet evidomp, hag a greiz medita var ar poaniou-ze e tirolle da vouela hag e skoe a daoliou mein var boull he c’haloun noaz.

Santez Janned n’e devoue ket amzer da velet o kreski hag oc’h en em astenn ann Urs nevez e devoa savet. Klenver a eure da c’houel ar Rouanez, er bloaz 1505, ha d’ar pevar a viz c’houevrer euz ar memes bloaz ez eaa da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou ha d’he oberiou mad. Ne oa c’hoaz nemed daou-ugent vloaz.