Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/108

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

gorreou, e remerkaz azioc’h ann aoter eunn eal guisket e guenn, hag eur groaz ruz ha glaz enn he gerc’henn. E kichen ann eal ez oa daou gaptiv, eur c’hristen hag eur morian. Ar belek iaouank a goumprenaz dioc’htu oa galvet gant Doue da brena ar gaptived a ioa kouezet etre daouarn ann Turked pe ann dud divadez; mes ne c’houie ket penaoz en em gemeret evit kement-se.

Evit anaout guelloc’h bolontez Doue, ec’h en em dennaz da genta enn eul leac’h distro ha gouez, pell dioc’h trouz ar bed. Kaout a reaz eno eunn ermit santel, he hano Feliz a Valoa, ha chom a eure tri bloaz e koumpagnunez ann ermit-ma. Eunn devez m’edont ho daou e tal eur feunteun o kaozeal divar benn traou ann env, e veljont o tont varzu ennho eur c’haro guenn-kann hag a ioa eur groaz ruz ha glaz etre he gerniel. Feliz, souezet-maro, a c’houlennaz raktal : « — Sell, petra zinifi ann dra-ze da vihana? » Iann Matha a gountaz d’ezhan neuze ar pez a ioa c’hoarvezet p’edo o lavafet he offerenn genta, ha var gement-se ann daou ermit en em lakeaz da greski ho iuniou hag ho fedennou. Abarz ar fin eunn eal a deuaz a benn teir guech da lavaret dezho mont da Rom da gaout ar Pab. « — Eno, eme ann eal, e klevot petra oc’h euz da ober. »

Ar Pab ho digemeraz gant karantez hag a ieaz antronoz da offerenna da iliz Sant-Iann-Latran. Hogen, epad m’edo o sevel ann hosti d’ar gorreou, e velaz he-unan azioc’h ann aoter eunn eal guisket e guenn, gant eur groaz ruz ha glaz enn he gerc’henn. Goude ar burzud-se ne jomaz mui da varc’hata, ha kerkent e tiskleriaz d’ann daou zant e kave mad e savchent eunn Urs nevez a venac’h, dindan hano ann Dreinded Sakr, evit prena ar gaptived a ioa enn esklavach etouez ann Turked. Ar venac’h-ma a dlie dougen eur zae venn gant eur groaz ruz ha glaz var c’horre, hag ar pab a roaz dioc’htu ar viskamant-se da Iann Matha ha da Feliz a Valoa.

Ann Urs nevez en em skignaz buhan e Frans, enn Itali hag e Spagn. Iann Matha o veza kaset daou euz he venac’h da rouantelez Marok enn Afrik, ann daou vanac’h-ma a brenaz enn dro genta c’houec’h kaptiv ha nao-