Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/98

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
4 a C’houevrer
sant andre korsin, eskop


Aketuz oa ive da studia ha da viret a boent da boent reolenn he Urs : ato e veze ar c’henta er c’heur, ha biskoaz ne vankaz da zenti ouz he superiored. Ouspenn-ze, e kastize he gorf dre ar rusta pinijenn; dougen a rea brepred eur porpant reun, ha da lun, da verc’her, da vener ha da zadorn, e iune divar bara ha dour eun henor d’ar Verc’hez.

Bep guener ez ea gant eur baner da glask ann aluzenn hed a hed ar ru vraz e Florans. He gerent o doa mez oc’h he velet hag a rea fae varnhan; mes hen en em istime euruz da veza disprijet evel Jezuz-Krist, he Vestr. Eur guenorvez ez eaz evelse da gaout eunn eontr d’ezhan, he hano Iann. Hema en doa eur gouli enn he c’har, hag o veza ne c’helle ket bale, e tastume enn he di kement labaskenn a ioa e kear evit tremen he amzer gantho o c’hoari. Andre a lavaraz d’he eontr : « — Tonton Iann, c’hoant oc’h euz da veza pare? » Mes he eontr a respountaz : « — Mont a ri alese, klasker bara, te zo oc’h ober goab ac’hanon-me. » « — Ne d-it ket da folli, va zonton, eme Andre, mar oc’h euz c’hoant da veza pare, selaouit ann ali am euz da rei d’ehoc’h. » Iann a lavaraz neuze : « — Me rai ar pez a giri gant ma vezo em galloud. » « — Mad, eme he niz, mar oc’h euz c’hoant da veza pare, n’oc’h euz nemed iun epad c’houec’h devez, chom heb c’hoari epad seiz, ha lavaret bemdez epad ar seiz devez-se seiz Pater ha seiz Ave, hag ar Salve, Regina. » Ann tonton Iann n’oa ket devot, pell dioc’h eno ; evelato e lavaraz e raje ar pez a c’houlennet diganthan. Delc’her aeure d’he c’her, hag a henn ar seizved devez oa pare klok he c’har. Dont a reaz goudeze da veza eur c’hristen mad, ha ne ehane da drugarekaat Doue hag ar Verc’hez.

Eskop Fiezool o veza maro, Andre Korsin a oue choazet enn he blas. Belek oa dija pell a ioa, ha brudet e kement korn a ioa er vro dre he brezegennou leun a nerz, dre ar zantelez euz he vuez ha dre he viraklou. N’en doa ket he bar evit unani ar sperejou a veze troet ann eil a enep egile. Setu perak, eunn tamm freuz o veza savet e Bologn, ar pab her c’hasaz di da lakaat ar peoc’h,