Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/92

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84
2 a C’houevrer
purifikasion ar verc’hez


Hervez lezenn ar Iuzevien c’hoaz, ar mab hena euz a bep ti a ioa da Zoue dre vir, hag he dud a dlie her c’has d’ann templ hag he brena digant Doue enn eur baea evithan eur priz merket. Ar mabik Jezuz o veza Doue he-unan ha par d’he Dad e peb tra, al lezenn-ze ne zelle ket outhan ken nebeut. Goulskoude e falvezaz d’ezhan he miret evel ma falveze d’ar Verc’hez miret lezenn ar burifikasion. Kaset e oue eta d’ann templ gant Mari ha Joseph evit beza kinniget da Zoue, ha prenet diganthan enn doare m’oa gourc’hemennet el lezenn.

Pebez kentel gaer a ro d’eomp ama Jezuz ha Mari ! Jezuz, guir Vab Doue, Mari, guir vamm da Zoue, a fell d’ezho miret lezennou ha ne zellent ket outho, ha ni, krouadurien da Zoue, ni, pec’herien, ne fell ket d’eomp miret al lezennou a c’houzomp ervad a zo great evidomp ! E pe leac’h eta ema hor zentidigez, e pe leac’h ema hor c’harantez evit Doue?

D’ann ampoent ma’z ea ar Verc’hez d’en em burifia ha da gas he Mab d’ann templ, ez oa e Jerusalem eunn den a zoujans Doue, he hano Simeon. Ann den-ma a ioa ato var c’hed euz a zonedigez hor Zalver ; rak ar Spered-Santel en doa roet d’ezhan da anaout en devije ann eur da velet ar Mesias abarz mervel.

P’edo eta Mari ha Joseph o tigouezout enn templ gant ar Mabik Jezuz, Simeon a erruaz eno ive, digaset gant ar Spered-Santel. Kerkent e kemeraz ar bugel dre he zivreac’h, ha goudeze e trugarekeaz Doue enn eur lavaret : « — Brema, o va Doue, e c’hell ho servicher mervel e peoc’h, p’en deuz bet ann eur da velet ar Zalver a dlie dont var ann douar evit beza sklerijenn ar boblou paian ha gloar ar bobl a Israel. »

Simeon a roaz he vennoz da Vari ha da Joseph, hag a lavaraz d’ar Verc’hez : « — Ar bugel-ma a vezo kiriek da galz a dud d’en em goll dre ho dallentez; mes tro a roio ive da galz a re all da zistrei ouz Doue ha d’en em zavetei. Enn despet d’he vurzudou, eleiz a enebourien en em zavo enn he enep, ha c’houi hoc’h-unan a vezo treuzet ho kaloun gant eur c’hleze a c’hlac’har. »