Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/9

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



BUEZ AR ZENT


ar c’henta devez a viz genver


SIRKONSIZION HOR ZALVER JEZUZ-KRIST
————


Goude beza choazet Abraham guech all evit beza ar penn euz he bobl muia karet, Doue a lavaraz d’ezhan eunn devez : « Me fell d’inn da gemeret evit va mignoun, hag a roio d’id eul lignez ha ne c’hello den niveri ann dud a zeui anezhi. Ne c’houlennan diganez nemed eunn dra, nemed ma vezi bepred fidel d’inn. Setu ama ar merk euz ar vignounach a vezo etre te ha me : ann holl baotred a c’hano euz da lignez a renko beza sirkonsizet a benn eiz dez goude ma vezint ganet. »

Ar sirkonsizion oa eta guech all ar merk evit anaout pobl Doue dioc’h ann holl boblou all euz ann douar. Ar merk-se a veze great e korf ar baotred, d’ann eizved devez goude ma vezent deuet er bed, hag a lakea ho goad da redet : ann dra-ma a ioa evit diskouez eo ann den koundaonet da gaout poan dre’nn abeg da bec’hed hon tad kenta Adam, hag e tle labourat heb ehana epad he vuez da drec’hi he dechou fall ha da vouga ar goall ioulou euz he galoun.

Hor Zalver Jezuz-Krist o veza Doue he-unan, ne oa