Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/667

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28 a Vengolo
659
sant venseslas, merzer

lamour d’ar vrezel a rea d’ar relijion. Rak c’hoant e doa da bilat pe da zerra ann holl ilizou, da viret na vije prezeget guirioneziou ar feiz d’ann dud fidel ha great katekiz d’ar vugale, ha da lakaat e peb leac’h paianed er c’hargou e plas ar gristenien. O velet kement-se, ann dudchentil hag ar bobl a droaz enn he enep, hag a reaz d’ezhi lezel ar c’houarnamant gant Venseslas.

Ann duk iaouank a oue evit he zujidi eur skouer a bep seurt vertuziou. Miret a reaz ar jastete hed he vuez, ha bez’ ez oa tad ar beorien, ann intanvezed hag ann emzivadet keiz. He-unan e kase beac’hiou keuneud d’ar beorien ha mont a rea da velet ann dud klanv d’ann hospitaliou hag ar brizounierien enn ho frizoun, evit ho c’honzoli hag ho zikour dre he aluzennou. Kement a respet en doa evit ar veleien hag ann traou sakr ma’c’h hade he-unan ar guiniz a dlie servichout da ober bara kan, ha ma rea he-unan ar guin a dlie beza konsakret enn offerenn. Erfin, enn noz ez ea diarc’henn euz ann eil iliz d’eben, dre greiz ann erc’h hag ar skorn, hag e kement leac’h ma leze roudou he dreid noaz ann douar a veze tomm ha ruz gant ar goad.

Goulskoude Drahomir e devoa eur gounnar direiz oc’h Ludmill, abalamour ma c’houie ervad ne rea Venseslas netra heb goulenn kuzul digant he vamm goz. Eunn devez eta, houma a oue lazet gant he merc’h-gaer, hag ann torfed nevez-se great gant he vamm a dreuzaz kaloun ann duk evel eunn taol kleze.

Prest goude, eur prins divar dro, he hano Radislas, a zaillaz gant eunn arme var ar Bohem ; lod a lavar zoken eo Drahomir e devoa aliet anezhan da ober brezel d’he mab. Raktal Venseslas a zavaz ive eunn arme evit mont d’he ziarbenn. Hogen, p’edo ann diou arme ann eil dirak eben, ann duk santel a lakeaz lavaret d’he enebour : « — Mar kirit, emezhan, ni en em ganno hon daou heb-ken, kuit da skuill goad hor zoudarded, hag ar viktor a vezo d’ann hini ac’hanomp a vezo treac’h d’egile. » Radislas a asantaz, ha setu Venseslas hag hen ho daou var ann dachenn a gostez.

Radislas a ioa dija savet he lans ganthan da skei var ann