Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/665

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 a Vengolo
657
sant kom ha sant damian

abalamour da gaout easoc’h a ze dor zigor e tiez ar baianed. Heb dale o devoue brud da veza habil-braz var ho micher, hag e ouent klasket da vont e kement leac’h ma veze tud klanv. Evit guir, parea a reant dioc’h ann holl glenvejou, ha dioc’h ar re zoken ne anavezet louzou ebed outho diagent ; n’e ket hebken dre ho deskadurez oa avad, mes dre c’halloud Jezuz-Krist.

Enn eur erruout e tiez ar re glanv, e c’houlennent ato sikour digant Doue dre eur bedenn verr, ha goudeze e reant sin ar groaz var ann dud keiz a veze dalc’het var ho guele. Kerkent e vellea d’ar re-ma, ne veze mui ken tenn varnho hag ho nerz a deue d’ezho adarre a nebeudou. Hag e vijent dija zoken var ho zremenvan, e vezent guelet abarz nemeur ker iac’h ha ker krenv ha biskoaz. Gant ann dra-ze ann daou vedisin kristen ne gemerent morse netra evit ho foan ; er c’hountrol eo, rei a reant el leac’h ma remerkent e veze ezomm.

Traou ker burzuduz dioc’h eur c’hostez ha kement a garantez dioc’h eur c’hostez all a lakea ar baianed da veza leun a istim hag a respet evit Kom ha Damian. Neuze ann daou vreur a gomze d’ezho euz ar guir Doue, euz a Jezuz-Krist hag he Aviel, ha goude beza dija gounezet ho c’halounou, e c’hounezent ive aliez ho sperejou, hag e reant da eur maread anezho dilezel servich ann idolou.

Mes, d’ann ampoent, e oue great eur vrezel kounnaret d’ar gristenien, dre urs ann impalaer Dioklesian, ha Kom ha Damian a oue galvet dirag Lizias, gouarner Ejee. « — C’houi eo, eme ar gouarner, ann daou vedisin a red ar vro evit klask touella ar bobl, dre ho sorserez, da drei kein da zoueou ar rouantelez ? » « — N’e ket sorserien oump, a respountaz ann daou vreur, ha muioc’h a dud a bareomp dre c’halloud hano Jezuz-Krist eget dre hon deskadurez. » « — Red e d’ehoc’h adori hon doueou, eme Lizias, pe en em c’hortoz da veza bourrevet. » « — Ho toueou ne d-int netra, eme Gom ha Damian ; ne adoromp nemed ann Doue en deuz krouet ann env hag ann douar. »

Var gement-se, ar gouarner a ordrenaz ho bourrevi a